— Ac’hanta ’ta, Izabel, petra a neve ? Daerou, ’m eus aon, a zo en ti ?
— Ya, ya, Saïg ! An daou ganfart-man, pa vent er-mêz, a zo henvel ouz daou diaoul dishualet ; Bilzig, end-eeun, a zo deut da vea eur gwall bôtr.
— Marteze ive, Izabel, ne ve ket atao ar gaou gantan ; me a oar ervad petra a zo bet c’hoarveet en trêz. Mad ec’h anavean an doare, nan on ket evit tamall ar pôtr, nan eo ket da glemm, an daou all lavaran ket : en em difenn an neus grêt ha difennet an neus e vreur… Met n’eo ket ze eo ze : kôzeomp nebeut met kôzeomp mat ha sklêr eeun en e nord !… Ar pôtr-man, red eo d’ean bea aliet, kenteliet, bleinet gant eur gwaz. Erru eo poent d’ean mont da c’honit e vara : krenv eo a gorf, lemm a spered. Eur mous am eus ezomm. Na c’houi, Izabel, a rofe ar pôtr-man d’in ?… Me ’fell d’in dont a-benn eus ar gwaz-man, neketa, pôtr ?
— Oh, ya, sur !… A galon vad, Saïg !
— Ha te, Bilzig, plijout a rafe ganit dont ganen-me ?
— Ya, Saïg ! ya, oh, ya !
— Da hanter lodenn a c’honei, kement-se tapet a vo atao evit ho tiegez, Izabel. Met echu ar piladegou, ha dalc’h an Nord, pôtr ! pe da zac’h dustu en ôd !
— Trugare, Saïg ! Bennoz Doue d’ec’h da rei dorn d’an intanvez ha d’he bugale emzivad !… Bennoz Doue d’ec’h, Saïg !
Saïg ne garie ket kalz ar bennoziou, hag a c’hrozmole en eur vont er-mêz an ti, diwar dreujou an nor :
— Dilun ar beure, pôtr, ec’h ambarki, adieu vat ! ha dreist-holl te ’oar, er vicher arabad koll an nord ! tôl evez d’ar vag vihan… Kenavo, Izabel !
Na pebez laouenedigez en ti Izabel, goude an displijadur ! Hag evurus, pegen evurus Bilzig !
Daoust hag-en a zo eur pôtr ganet ha maget war bord ar mor, ha n’an neus ket gouzanvet eul levene dispar, santet e galon o tridal en e greiz p’an neus tôlet e droad evit ar wech kenta war tiller eur vag pesketa. Ec’h a eta Bilzig da vont war ar mor. War ar mor !… Martolod a vo evel e dad, evel e dud