Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/97

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —

Savet en e zav, Jojo, gleb-dour-teil, ha da grial ha da youc’hal gant ar re all :

— Bilzig ! Zilzig ! bastard ! Kê da glask da dad beuet en stank ar Vilin-avel !

Bilzig ha Yannig hag o-daou d’ar gêr ; ar bôtred all d’o heul, a ambrouge anê a dôliou-mein :

— Bilzig ! Zilzig !

Ar mammou, gwelet gante ar gabailh, a zavas eus a-zindan o gweenn.

— Petra a zo c’hoarveet ?…

Kavet o deus ar Pôtr-Ru o tiwada, ha Jojo o tivera hag o-daou o vlejal. Trelatet pennou ar gwrage :

— Jezuz ! Mari ! Jozep ! eme mamm ar Pôtr-Ru.

Darbet eo bet d’ei sempla pa he deus bet gwelet he fôtr.

— Piou an neus grêt ze d’it ?

— Bil… Bil… Bilzig ! a hikas ar pôtr.

Ha bec’h war Bilzig… Ar vugale, hep ehani, a grie :

— Bilzig ! Zilzig !

Ar mammou en-dro d’ean :

— Mab gast ! Bastard fall a zo ac’hanout ! amprevan ! ne vefer ket evit da suja ?… ne vefer ket evit dont a-benn eus ar c’hanfard-man ?

Mamm ar Pôtr-Ru a roas d’ean eur skouarnad war eun tu, ha dizamant hini Jojo eur grabanad war an tu all.

Hag evel-se ar vugale hag o mammou, en eur grial, a zo bet aet da ambroug Bilzig ha Yannig betek toull dor Izabel.

Digemer mat a zo bet grêt d’an daou bôtr. Droug (ha ne oa ket hep abeg) er vamm dirak eun hevelep arvest, hag o daou o deus tapet bep a lardadenn !…

Nebeut goude, Madelen ha Katellig a erruas er gêr : an daou vreur o ouela azeet war an oaled.

— Penn-abeg nan int ket bet eus ar biladeg, mamm Izabel.

— Ma, gwaz a ze !… Ma karfent chom er gêr !…

Ne oa ket he c’homz ganti peurachuet, pa antreas en ti he amezeg nesa, Saïg Jelvest ; anaveout a ret anean.