Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/96

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

Ar mor a led e wagennou war an trêz, a astenn e divrec’h en-dro d’ar gerigi, d’ar bili ; kelc’ha a ra al listri, au tôliou-mor a strop o mogeriou, a freg warne, nebeut ha nebeut tamm ha tamm e tispegont an trêz eus ar vein, ar mor a zav, strinka a ra, lammet a ra er bagou, disjuntra a ra an touriou.

Lestr Jojo hag hini ar Pôtr-Ru ac’h a d’ar fons, leun a zour ; tour Lellig an Touz a goue en e boull. Ha kriadeg, youc’hadeg !… Ha kôjou, prezegennou, ive rêzonadeg !

Bilzig, e vreur hag e ziou c’hoar, reut war o zour-tan (re ar re all aet d’ar zol, dismantret, punse grêt gante), a c’hoarze, a wapae, lorc’h enne mar plich, fêa ma oa [1] o zour-tan hepken en e zav.

Jojo hag ar Pôtr-Ru, daou daskanier [2] ma oa, koueet o re en o foull, gwasket o imor, a falveas d’ê tenna Bilzig hag e laz [3] diwar o zron. Strinka a rejont dour gante ; tôliou treid o deus roet d’an tour-tan, kement ha ker bihan o deus c’hoariet o fenn, ken m’o deus freget ha diskaret an bern trêz ; Bilzig hag e vartoloded koueet en dour, karget gante o boutou.

Droug en Bilzig. En piou ne vije ket ? Bilzig, eun êl a zouster ne oa ket, c’houi ’oar. Eno ho pije neuze bet gwelet eur biladeg eus ar starta. Bilzig a grogas en kolier ar Pôtr-Ru, eun tôl dorn d’ean war beg e fri, ha distaget mat, ken mat ken ma strinkas ar gwad war e roched. Hag ar Pôtr-Ru da voac’hal, da vlejal : trec’het ar paour kêz Pôtr-Ru, ha dinerzet. Jojo an nevoa roet lamm da Yannig. Bilzig a deuas, da zikour e vreur, eun tôl dorn hag eur voutadenn, ha setu Jojo stlapet a-hed e gorf war an trêz gleb, eun tôl mor a fregas en e gichen : goloet Jojo a zour hag a eonenn.

Seblantout a eure d’ar vugale all penôs e oa beuet Jojo, tostaat ne gredent ket, met o zeodou a bolee :

— Bilzig ! Zilzig ! bastard !

  1. Fêa ma oa, de ce que, parce que.
  2. Taskanier, querelleur.
  3. Laz, équipe.