Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/93

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —

divalo an amzer, glao hag avel anei, ar wazed eno a deue suroa pe galabousenn war o fenn, war o c’hein eur porpant eoliet, boutou koad goloet en o zreid, o chik en o ginou hag o daouarn en o godellou. Ac’hane e vesent aketus o bagou bihan ha bras. o bagou boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an tôliou-mor.

Eno ho pije klevet tud fur o prezeg. Ac’han ! Heman an nevoa grêt (ped gwech !) tro ar bed ; hen-hont a oa bet o vrezelli en Indez ; ar glazard-man, leshanvet ar Prizonier, a oa bet, tri blâ, er galeou, gant ar Zaozon, hag an hini tosta d’ean a zo o paouez erruout eus brezel an Amerik.

Tud fur, pa lavaran d’ec’h, tud a skiant vat !

Eun devez bennak, pa n’am mo netra da ober, me a zanevello d’ec’h ar brezegennou kaer, ar c’hôjou fur meurbed a c’hane niverus war o zeod, a zifluke, a nije eus, o ginou, evel gwenan eus o c’hest. Ah ! m’o dije bet ar re-ze diskamant ! Siouaz ! Anez da ze, kap e vijent bet… da betra, a gav d’ec’h ?… A betra ?… ya a betra ?… Daoust ha me ’oar-me? A netra marvad. A netra ?… Nann. Avel, avel, pell ha plouz… pa lavaran d’ec’h… pell ha plouz !

Pa vije brao an amzer, e-pad an hanv, ar besketerien aet d’an ôd, ar merc’hed ’ta bodennet, en o fluch en-dro d’ar weenn, a deue, o stamm gante en o daouarn, pe o beskenn war o biz, eun noade gwriat c’hloan entre o biz-meud hag o biz-yod, daou ha tri re lêrou war o brec’h da zresa, — da glevet an neventiou ; darn anê, klufaned ar re-man, a deue eno da welet, da zelaou. ha dreist-holl, lanchennet mal, da gemer perz er ragach. Eno neuze e vije gwasket, miret, astennet, ledet, kempennet ar c’heloiou, hag ac’hane, divailhuret, dishualet, disparlet, difarleet, kelien dibreder e nijent, a-us d’ar bourk, kent mont da frônal, eus an eil ti d’egile. Seblantout a ra d’in… Ha ne glevit-hu ket anê sardoned frou… frou…

Homan, he-unanik, gwreg aketus, a heuilh a lagad hag a galon Lag he fried, pleget dindan an avel, eman du-hont o ravanelli war al Leo-drêz ; deut eo aman, he bugelig ganti war he