Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/92

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —


XVI


Ar biladeg


Hag ar mor, mor ar vuhe gant e wagennigou a gelc’he, a c’holoe an devejou, ar miziou en tiegez Izabel : hini hag hini e koueent goustadik, goustadik en dounder an dienez hag ar baourente.

Ar vamm, evel diagent, ac’h ê diou pe deir gwech war ar sizun, da Lanmeur, da Wimaëc, da Blegat ha da Blistin da werza he boutegad meskl, koukous ha bigorned, tammouigou pesked : moulleged, levneged, pleised, touilhed, morleanezed, prenet ganti pe besketet gant Bilzig hag an tri vugel all.

An devejou all, trawalc’h, re d’ei alïes da ober, e rê eus he zi gwalc’hi a rê, sec’ha, dresa he dilhad ha re he bugale. A-wechou evelkent re skuiz e teue, goude grêt ganti he zroiou war ar mêz, da azea, eur pennadig gant ar gwrage all, en disheol eur weenn dilh, pehini a astenne deliennek he skourrou a-us d’an ôd.

Gwrage ha merc’hed ar bourk a deue eno, brao an amzer anei, war bord ar mor, da vesa o re vras, krennarded, pere a weled o c’hoari du-hont war an trêz : darn anê a rê stamm, darn all a wrie, ha red eo din hen lavaret pa eo gwir, holl e teuent eno da gôzeal, da virbilhat, ive da glufani. Eno, dindan ar weenn-ze, e vijent evurus, ankouaet gante o zrubuilh, o displijadur, alïes o anken. Rak ped anê a oa o gwazed war ar mor, aet pell-pell diouz ar gêr, ha ped all… Met honnez a oa hag a vo o buhe hag a oa bet hini o mammou en o rôk… Ar weenn dilh ’ta he devoa klevet… breman, siouaz !… em bugaleach beo e oa c’hoaz ar weenn, abaoe koz douar, krignet gant an oad, dizec’het war he zroad, diskaret eo bet gant eur barr-avel.

Ar ween dilh !… Ped rummad a Lokiregiz a zo bet o tisheolia o tiskloia dindan he deliou : gwazed, merc’hed, martoloded, pesketerien, maltouterien. Dindan ar weenn, pe harp outi, pa vije