— Arabad eo d’ec’h kaout aon, Saïg !…
Ar vartoloded ambroug a rejont, eur pennadig, an ôtrou yaouank hag e vevel, daou babor gleb-dour-teil.
Er maner, pa errujont, piou ne lake ken e wialenn da c’houibanat ?… piou a oa berr e lanchenn ?… Gargam !
Displega an doare, penn-da-benn, an nevoa ranket ober d’an ôtrou ha d’an Itron. Gargam, evel just, a lakaas ar bec’h pounner war chouk Bilzig : Bilzig ac’han, Bilzig alesse, Bilzig, pennabeg ma oa koueet an ôtrou beskont war e reor en dour.
An ôtrou kont, an de-se, a oa troet war e du mat : eul louarn an nevoa lac’het en Koad-Tremedern, hag evit an ôtrou, tapout eul louarn !… E louarn ! n’an nije ket bet roet anean evit daou c’hant skoed… Troet eta war e du mat, c’hoarzin a eure gwalc’h e galon o klevet Gargam o konta e neuadenn.
— Na karet am mije bet, Gargam, gwelet ac’hanout o neunv war da barlochou evel eur c’hi plomm !
— Ha ma vijent bet beuet ! a lavaras an itron.
— Beuet er porz, war an trêz !… Red e vo d’it, evelkent, diski neunv d’ar pôtr, klevet a rez, Gargam ?
— Ya, ya, ôtrou.
An Itron en he madelez a c’houlennas :
— Hag ar pôtr all, petra eo deut da vea ?
— Hennez, eme Gargam, hennez ?… Neunv a ra evel eur pesk, hag e zilhad a zo sec’h, ha pell zo, war e groc’hen ; evurus ma n’an neus ket bet eur roustadenn digant e vamm.
An Itron a gasas he matez da di Izabel da c’houlenn kelou eus ar pôtr : plac’hig kunv ha trugareus, itron ar c’hastell. Hag an de war-lerc’h e teuas he-unan beteg ti Izabel.
— Deus aman, pôtr, deus. Ac’hanta ’ta, darbet eo bet d’it bea bet beuet Gargam ha va mab !…
— O ! itron, na gredit ket se. Drouk eo ar pôtr, met piou en e lec’h ne vije ?… Kalon vat an neus, Itron, ha karanteus en hon c’henver… Met hini pe hini a zo atao deus e heskin oc’h ober goap anean, o skei warnan…
— Karout a rez da vamm Izabel ?