Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/89

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

ha lesponj [1] eun tammig ar vag, plada a eure. Ha Gargam hag e veskont, o-daou war o c’hrabanou, o parlochat en dour-mor. Ha da grial diwar-bouez o fenn. Lec’h ne oa ket da youc’hal ! Daou pe dri troatad dour ne oa ken dindan kein ar vag, brao an amzer aneï.

An daou bunseo a zavas en o zav, hag int war an trêz, treantet, nemet diveradur ne oant. Gwiskamant voulouz ru ha sei melanijet ar beskont, hag e dok garlantezet ? Eun drue. Ha Gargam mezek, droug ennan, a fuc’he.

Bilzig evelte a oa koueet er mor ; hast n’an nevoa ket da zont en ôd, aon d’ean : gwialenn Gargam !

Ar vartoloded, war ar porz, pa o deus gwelet ar burzud, d’ar red a deuas da c’hoût an doare.

— Mab gast ! ginaouek ! eme an Touz da Vilzig, teuler er mor mab an ôtrou !

Gargam a dapas krog en e skouarn :

— Boued ar gounnar !

Hag eun tôl troad da Vilzig en e reor.

— Kroc’hen kurunou va ene !… Setu da c’hopr, blaz kig gedon ! blaz ar wialenn ! foreant !

— Koulz eo evelkent ha blaz an dour mor !

Ha Bilzig d’ar red ha d’ar gêr…

Sparlet, hualet e oa Gargam gant e zilhad gleb, peg eus e izili. Kavet gantan e wialenn, lakaat a rê anei da c’houibanat, met Bilzig a oa pell… Bilzig ne oa ket hualet…

War e hent e kavas Saïg Jelvest.

— Petra ’ta, pôtr ? Na te a poa kollet an nord ?

— Ket, Saïg !

— Petra ’ta ?…

— Gwialenn Gargam, Saïg, c’houi ’oar, eur zulvez…

— Denvedigou deut d’o c’hraou !

Ar wialenn ! ah ! ya !… Ha Saïg a vousc’hoarze en e varo.

— Diwall, pôtr, ne goll ket an nord gant Gargam, te ’oar.

  1. Lesponj, volage ; léger, peu stable.