eur verc’hodennig. Hag hen war ar porz, heuliet a-dost gant Gargam, heman e wialenn gantan atao en e zorn.
Pôtr a bevarzek vlâ ’ta an ôtrou ha strij, eur glazard a bôtr henvel ouz e vamm hep he madelez, lorc’h ennan. Klevet ’ta, ne oa ket evelkent mab e dad hep abeg : mab eur C’hont !… Na c’houi a zo beskont ? Beskount evel ma lavare ar garabasenn en e yez a Leonardez. « Besk out » a rê Jarlig koz en eur difreza anei. Besk out ? Ha nan oun ket, a drugare Doue. Ma vije bet Jarlig koz hag ar re all beskonted marvad n’o dije ket goapaet evel-se. Rak hag em c’hredet, mar keret, stankoc’h eo ar beskonted war douar Breiz-Izel eget ar bili war ôd Porz-Biliek. Ha pep-hini a denne e dok d’ar beskont, ive d’e vevel, c’hoarzin goap a rênt dioute a-bell. A-dost ? a-dost gwevn ral livenn o c’hein. Ha soupl o izili dirake, met peoc’h !… Kizidik meurbed eo ar vartoloded, hag arabad eo harlinkat anê war eun hevelep doare.
An ôtrou beskont hag e vevel a oa, o daou war ar porz, c’hoant d’ê da vont war ar mor. Gargam a welas eur vag vihan ha daou vugel e-barz, hag hen da hopal :
— Ho ! ho ! hop !…
Van na reas Bilzig (hen a oa er vag gant e vreur) : anaveet mat an nevoa Gargam hag e vestr ; dalc’het koun an nevoa en tôliou gwialenn pere o devoa, eur zulvez a voe, kinkisset [1] d’ean e bensou hag e ziouvorzed. Dibri gedon an ôtrou !… Hag abaoe brezel entre ar pôtr ha Gargam… Mar gallfe !… Ya, met Bilzig ne oa nemet eur paour kêz pôtr, ha, rag aon eus gwasoc’h « Ho ! ho ! hop ! », e teuas en ôd.
— An ôtrou yaouank a fell d’ean mont da ober eun dro vageal.
— Ma ! deut er vag.
Yannig a lammas er mor, evit tostaat ar vag eus ar chaoser. Dour er vag dreist ar vregach [2]. Bilzig a oa diarc’hen, forz