Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/85

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —


XV


Bilzig, Gargam ha mab an Otrou


En ti Izabel ar vugale a greske, Bilzig a deue da vea eur pôtr krenv. Hag e-pad ar goanv an nevoa sikouret e vamm da besketa, da vejina ha da werza ar pesked, ar c’hregin hag ar bejin troc’h ha dizol. Deut an hanv, ha gantan an heol tomm, ar mor plên ha kompez, an hanv : bennoz Doue, laouenedigez ar vugale. Na gwelet a rit-hu anê, en korf o roched, diarc’hen, o bragou tronset gante beteg o daoulin, o redek war an ôd, o klask kontelleged, malkoned [1], tareleged, pe er poullou-trêz, er vorlennou oc’h ober redadegou gant o bagou : gobiri, biskinennou, goelettinier, teir gwerniou greiet d’ê gant o zadou. Pa deuio ar mor war an a-rôk, sellet oute o neunv : emaint evel pesked en-dro d’ar gerigi [2], pe o vageal er bagou bihan.

Bilzig ha Yannig, goude o fesketerez, padal ma c’hallent tenna o zreid gante er-mêz an ti, ha d’ar red war ar porz da c’hoari gant ar re all, da neunv, da vageal.

An de-se, Bilzig hag e vreur o devoa bet e ôtre digant Saïg Jelvest da vont en e vag :

— Kê e-barz, pôtr, a c’hourc’hemennas Saïg da Vilzig, met be aketus da deuler d’ei he eor, e-lec’h ma hen kavi.

Mab an ôtrou, eur pôtr a bevarzek vlâ, an ôtrou Beskont, a lavare Gargamm, leiz e c’hinou eus ar gir-ze, — an ôtrou Beskont ’ta a falveas d’ean, an de-se ive, mont da ober eun tammig tro war ar mor. War e benn e dok garlantezet, en e dreid boutou bouklou arc’hant, gwisket gantan e borpant voulous ru hag e vragou sei melanijet [3]. Brao ral an ôtrou Beskont,

  1. Malkon, murette.
  2. Kerigi, pointes de rochers, petits rochers.
  3. Melanijet, jaune passé, jaune pâle.