Hag ar bôtred, o daouarn gante en o godellou, a gerzas er-mêz. Hag ar barner a c’hrozmole :
— Kanfarted ! ar wialenn… Sonj hoc’h eus ?… ar wialenn !
Distaget gantan Bidoullig ; pounner e oa ar barner, bec’h d’ean, en eur c’houeza evel eul louz, en em zevel war an dipr : e dreid er skleugiou :
— Hu ! hu ! Bidoullig.
Ha Bidoullig da hija e lost, dever enni eun tammig, laouen da vont d’he c’hraou. Siouaz ! an drein a stokas ar c’hig ; Bidoullig a oa kizidik meurbed eus an tu-ze, ha, gant he zroad klei a-drenv, e tistagas eur flipad…
— Ho ! ho ! petra, Bidoullig ? eme ar barner souezet.
Bidoullig o rual ! Ouspenn dek vlâ a oa abaoe ma n’he devoa grêt kemend-all ! Ha ne oad ket en miz ebrel !
Hag o-daou, ar barner hag e gazeg, o sevel ar c’hra, met ne oant ket en o jeu, neu ebet ne rê Bidoullig, hag ar barner, pa wele e gazeg o plega, o hija he diouskouarn, droug enni, a hije ive e benn.
Bidoullig, an douster, ar furnez, petra a c’hoarvee ganti ? Mouzet an eil eus egile.
— Petra a c’hoarve ganti ? a adlavare ar mestr d’ean e-unan… Biskoaz he fenn fall n’he devoa bet grêt !… Petra ?…
Bidoullig ive, dre he spered a gazeg a lavare :
— Re a dakadennou, marvad, an neus evet hirio an ôtrou. hag, hep goût, ’m eus aon, an neus mesket gant reun va lost eun drean bennak drez pe spern.
Hag hi a hije he diouskouarn evit diskouez d’he mestr nan ê ket mat an traou ganti.
Erruout a rejont evelkent war ar plên, kent diskenn da Bennenez.
— Eun tammig d’an drot, Bidoullig !
Hag ar marc’heg a skoas gant e wialenn eun tôlig war dalier ar gazeg.
Bidoullig, mar plich, a reas digemer treut da becherou he mestr hag hen diskoueas : eun tôl lost war he morzed dehou.