Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/77

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

Eun dervez ’ta, ar barner a deuas d’ar bourk. D’ober petra ? Ze na zell kel ouzoc’h, na kennebeut ouzon-me. Dont a eure d’ar bourk, ha war varc’h, war gazeg e dlejen lavaret. E varc’h (e jao a lavarje eur bloc’hig) a oa eta eur gazeg, Bidoullig he hano, eur gazeg wenn, koz douar. Staga a eure ar barner e gazeg e marchosi Mari-Janig, eva a eure eur bannac’hig, hag hen d’ober e vennad.

Ar vugale a zo klufan, ken klufan hag ar merc’hed ; ar barner, aet en e hent, setu int er marchosi. Gliz a rê. Hag int da zellet ouz ar gazeg ; gwelet koulskoude o devoa bet Bidoullig meur a gant gwech. Bilzig a oa, evel ma oa dleet, en o zouez. Ha penôs… (Piou hen lavaro ?… hen marvad ne ouie ket e-unan) e savas en e vennoz koun gwialenn ar barner, hag ive ar c’hoant, an ezomm d’hen tizout d’e dro.

Keit ha ma oa bet o redek ar pardoniou gant bugale ar bevien, o ruza e voutou war henchou Breiz-Izel, an nevoa disket — c’houi her goar ervad — kalz a droiou burzudus. Evit ober fringal eur marc’h pe eur gazeg — gwelet an nevoa hen ober meur a wech — daoust pegen koz d’ean pe d’ei da vea, n’oa ket red rei d’ean pe d’ei kalz a gerc’h ; eur bodig drez, dindan e lost, a oa gwelloc’h eget kerc’h na gwin-ardant.

Sioulik, gir da zen, Bilzig a glaskas, a gavas, a zidelias eur bodig drez ha ne viras nemet begig ar brank kalet ha leun a zrein. Tostaat a eure, heb ober van a netra, ouz ar gazeg, hag ar begig drein e sikas e-mesk ar reun, dindan lost ar gazeg. Hag hen er-mêz ar marchosi da c’hoari kornigell gant Jojo ha daou pe dri all.

Nebeut goude, ar Barner, evet gantan peder pe bemp takadennig, a deuas d’ar marchosi :

— Erru ar barner ! ar barner !

Eur sutelladenn :

— Nebon ! Kanfarted ec’h et da vont alese !

Eun tôl sutell entre e zent :

— Ar wialenn ! ar wialenn !