Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/76

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —


XIII


Bilzig ha kazeg ar barner


Imoriek [1] ’ta e oa ar pôtr ha dalc’het an nevoa c’hoaz war e bensou blaz gwialenn ar Barner ; biskoaz evelkent en e empenn n’an nevoa bet siket penôs, eun devez, e c’hallje, hen paour kêz reuzeudik, restôli d’ar barner an derou mat, bet digantan, pe war e c’hourc’hemenn, er zal vras ar presbital.

Ar barner a oa eun ôtrou ha n’oa ket brao delc’her penn outan. Gwir eo, pa deue d’ar bourk, peurliesa, pa zave gant ar c’hra, an hent ne vije ket re ledan evitan. Petra fôt d’ec’h ? Pep-hini ac’hanomp an neus e si ! Hini ar barner ?… eur bannac’h a gare, eur bannac’hig gwin-ardant.

— Eun dakadennig, Mari-Janig, a lavare an ôtrou barner d’an ostizez, eun dakadenn !…

Trelatet eun tammig penn an ôtrou barner, neuze pa gave eur martolod koz bennak :

— Na kemer a rafes-te eur bannac’hig, Fanch ?

— Evelkent, ôtrou barner.

— Peb a dakadennig d’emp, Mari-Janig.

Nebeut goude, e vije gwelet en-dro d’ar barner, pemp pe c’houec’h pôtr koz.

— Eun dakenn, Mari-Janig !…

Hag an ôtrou barner evurus, evurus, hanter-veo, ma vije skanv a spered, gwall bounner e vije a dreid, ha teo e deod. Ha peurvuia ive, pôtred ar bourk, Bilzig er penn kenta, a vije oc’h e c’hedal, hag, en eur gana, ec’h ênt da ambroug anean betek Kroaz Pennenez :

Kerjantjili barvek wenn,
Galochou bras, porpant lien.

  1. Imoriek, vindicatif.