d’an tantad, ha da lavaret o fedennou, hag, o-pad an amzer-ze, ni… ar gwin…
Hag ar pôtr d’ar red, a-dreuz an ôd, da veg ar Roc’h-Vran.
Jarlig koz, daoust d’e gozni, n’oa ket hualet. Bet eo beteg e di e-unan hag hini, Izabel, hag o zri, Jarlig, Jobig e verc’h hag Izabel gant peb a varaz, ha d’an enezenn.
Ac’hane, pa errujont, e weljont an tantad.
— Eun tantad ? eme Izabel.
— Ar valtouterien a zo du-hont o tomma, a respontas Jarlig, ha Bilzig ne zaleo ket.
Toullet ar varrikenn gant eur wimeled, leuniet ar barazou.
— Arabad eo d’emp ober re a drouz evelkent ! eme Jarlig… Met setu Bilzig…
Ha peb a varazad win war o fenn hag int d’ar gêr, maltoutier ebet n’o deus kavet war o hent : aet e oant, ha d’ar red, da welet an tantad…
Antronoz vintin, n’oa brud dre ar bourk nemet eus tantad beg ar Roc’h-Vran, hag eus ar barrikennou gwin didalet, kavet war an ôd, en-dro d’an enezenn. Tre ar mor, en izelvor, leun a dud o redek an ôchou ; an darnvuia a oa en-dro d’an enezenn ha da veg ar c’hastell, pep-hini o klask tafea ar gwin.
Ar valtouterien gant o fuzuliou, o sabrinier, o fistolennou, a dôle evez mat.
Eun toulladig martoloded a gavas, en gaolienn eur garreg, eur varrikenn en he fez. Hag int a dôliou mein d’he zidala. Galvet o deus ar re a oa en o c’hichen da gemer o feurz er varrikenn. Gwazed ha merc’hed hag all, gant o boutou koad, ha da eva ! da eva !… Grêt o deus, kement ha ker bihan, ken ma en em unanas en-dro d’ar varrikenn eun toullad mat a dud, ha pep-hini an neus bet e voutezad gwin.
Ar valtouterien a goueas war an tôl : digemeret mat int bet, difrêzet, leshanvet : « Didalve ! chaj gourlenn ! » Ha pep-hini evelkent en eur youc’hal, a eve, eve. Ha boutez pe voutez ac’h ê atao er varrikenn.
Gallet o deus evelkent, ar valtouterien, gant kalz a boan, la-