Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/69

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —


XI


Bilzig hag ar Valtouterien


Bilzig ’ta, e-pad ar goanv, a rede an ôchou ha tra pe dra e tioche. Droug er valtouterien o redek war e lerc’h.

Eur wech, entre doub-de ha doub-noz, goude eun tôl-amzer, Bilzig a oa o furchal kerreg an enezenn : rust a oa ar mor. Seblantout a eure d’ean, en mesk inoenn [1] an tarziou-mor, gwelet punseou o tont d’an daze. D’ar red e teuas da gaout Jarlig koz, hen ive o vesa ar mor, kuzet a-drenv eur garreg, war lein an enezenn.

Na padal ma klevas e oa punse war an ôd, ha Jarlig kerkent hag ar pôtr en daze.

— Barrikennou didalet, gwin a oa enne ! eme ar pôtr koz. Daoust ha ne gavfomp-ni ket unan, unanik hepken en he fez ?…

Ha gant beg e deod e lipe e vuzell, tronsal a rê e fri.

— Gwin, pôtr, gwin !… Klaskomp en eur c’hogn bennak… Marteze…

— Jarlig ! Jarlig !… unan… aman !…

— Petra ’vo grêt ?… N’omp ket evit he zenna ac’han !…

— Hag ar valtouterien ?…

— Ar valtouterien ?… eme Jarlig koz. Ah ! ya, ar valtouterien !… Kê, ha d’ar red, dindan beg ar Roc’h-Vran. Eno e ri eun tammig tantad gant lann ha raden sec’h…

— Eun tantad, Jarlig ?

— Ya, pôtr, hag hast affo, ha ken buan all an distro.

Bilzig, sounnet dirag an den koz :

— Eun tantad ! ober tan !…

— Ken divaoue-ze ’out deut da vea, te ?… Hag ar valtouterien !… Buan ha buan ec’h afont da domma… ah ! ah !… du-hont,

  1. Inoenn, écume.