skeudenn ar re… Hag an dour en e zaoulagad, ar pôtr a voustre war e galon. Nikun n’eus goueet, rak ouz den n’an neus anzavet ar mennoziou o devoa d’ar c’houlz-ze trubuilhet e spered hag e ene…
Tremenet amzer Fask, ar vuhe pemdeiek a liammas anean en he devejou, en he oberou. Ha nebeut ha nebeut, kenteliou, kelennadurez ar c’hatekiz a zo en em vrumennet en e gonsians.
Evelkent ar c’hreunenn hadet en kalon ar pôtr beo a jomas, en gwirione blank hag orodet [1]. An techou fall a drec’has war ar re vat ; distrei a eure, herve ar Skritur, d’e hudurnez. Douget eo an den d’ar fall, peurvuia diegus en em leusk da vont war mare e youlou fall. Enebi oute ?… Pegen kunv, pegen dous eo diskuiza ar penn war blueg bouk ar c’hreunennig. Marteze eun devez, eun devez hanv iè [2] ha klouar e teuio war wellaat ha da vleunia.
Breman, Bilzig a ziskenn, buan ha buan, ar pazennou an nevoa pignet en amzer e bask etrezeg ar Vadelez ; deut a oa evel diagent, da vea eur c’hanfart drouk hag imoriek [3], atao o klask an tu da c’hoari tro pe dro d’ar re eus pere an nevoa d’en em glemm… Ah ! ah ! mar gallfe… Ar valtouterien, Pipi, Gargam, ar Barner… Ya, met eun tammig koz marmouz fall n’oa ken… Ar re all…