— Ya, sur !
— Tapet ! tapet oc’h, ôtrou kure, mamm-goz Jojo n’he deus grignol ebet.
Eus a belec’h ? eus a betore peurz, ar begek fall an nevoa tennet an dapadenn-ze ?
Ar vugale a c’hoarze, ha Bilzig a zeblantas d’ean bea dizoloet eun dra burzudus : eun diotach hepken… An ôtrou kure a ziskouezas d’ean, sklêr evel an de, penôs ne oa nemet eur bugelig diskiant, daoust d’ean da vea lemm a deod hag a spered. Ha Bilzig, evelkent, keun d’ean da vea grêt poan d’an ôtrou kure — karout a rê an ôtrou kure — a deuas d’e gaout goude ar c’hatekiz.
— Otrou kure ! ôtrou kure !
— Petra, mabig, petra a c’hoarve ganit ?
Hag e zorn war penn ar pôtr.
— Absolvenn ! absolvenn ! ôtrou kure, eme ar pôtr, goustadik, goustadik.
— Gouenn vat a zo ennout, Bilzig !… Bugelig dibreder, kalon vat, Doue d’az zikouro, va bugel !
Abaoe an de-se, Bilzig a selaouas sioul hag aketus kenteliou an ôtrou kure ; frêz hag eeun e tiskas e gatekiz, ha penn-da-benn.
Ar c’hure ive, abaoe, pa gave ar pôtr war an torrod o vesa saoud ha denved e amezegez, pe o c’hoari gant e vreur hag e c’hoarezed, a jome gantan da gôzeal : alia, kelenn, bleina a rê anean. Hag evel-se, entre ar beleg hag ar pôtr, a-nebeudou, e savas eur garante dispar a bep tu, eur garante a trugare eus peurz ar beleg evit ar pôtrig dister, disprijet, kaseet gant kalz, eur garante a anaoudegez eus peurz ar pôtr emzivad evit an den a zouster hag a skiant a brize gantan diskenn beteg eur bugelig dister eveltan.
C’hoantaet eo bet gant ar c’hure diski d’ar pôtr lenn, skriva, ive niveri… Ha Bilzig a-nebeudou a ziskas e lizerennou, a zigechas anê, war an trêz gant e viz-yod, ha goude, gant eun drean spern ec’h aroudennas al lizerennou.
Eun devez ar c’hure a gasas ar pôtr gantan d’e gampr, hag