A-wechou all, Bilzig, pa ’c’h ê da redek an ôchou, a gave Jarlig koz o turmuch er gourlenn. Bilzig a garie bea en e gompagnunez : n’oa ket ken rust hag ar re all en e genver. Hag o-daou ec’h ênt da bunseal, pa vije groz ar mor ha rust an amzer. Mall an nije da vont d’an ôd, plijadur o tioch [1] tammou koad evit ober tan : ezomm a vije atao a draou tan en ti Izabel. Ar bezin sec’h a zo mogedus, ha gwelloc’h eo soubenn mitonellet gant tan sklêr eget soubenn mogedet. E-pad ar marvor, en hanv, e teue gantan godelladou holen dastumet war ar c’herreg er skalfennigou dizec’het gant an heol.
— Na gwelet a rez-te, pôtr, a lavare d’ean Jarlig koz, na gwelet a rez-te an didalve-hont, evel eur vran-vor du, en e zav war ar garreg ?… Diwall… rakan.
Difennet mat a oa punseal, dastum holen, ha kerc’hat dour mor da ficha boued d’an dud pe d’al loened. Brigadier ar valtouterien a oa striz war al lezenn.
— Aketus eo ar C’hernevad-ze… Diwall !…
— Oh ! n’eus forz, Jarlig ! a responte Bilzig, en eur vousc’hoarzin, n’eus forz !…
E-pad ar goanv, Bilzig ac’h ê ’ta, abret eus ar beure pe diweat eus an noz, en eur redadenn, da welet hag-en e vije manet eun draïg bennak er gourlenn. Ha kaer o devoa ar valtouterien redek war e lerc’h, biskoaz ne voent bet evit hen tizout.
Hag ar pôtr a rê goap oute, sutellat a rê d’ê, pa dremene en o c’hichen, ton kantik ar Baradoz. Droug er valtouterien : disket e oa bet d’ê ar c’homzou a oa dindan an ton, komzou enep d’ar brigadier.
- ↑ Dioch, enlever de la greve.