Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/53

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

Kaer an nije kana, Mari-Morgan ne deue ket da gerc’hat anean.

A-wechou all, dirag ar mor dirollet, war e spered en em skigne eul lijenn, eur vrumenn a velkoni, ha neuze, goustadik, e fredone eur zonig bennak klevet gantan en ti-nean, hag homan dreist ar re all :

Doue da rei d’ar weennig
Avel dous ha glizenn dener,
’Vit ma vleuio ar rozennig,
Pell diouti ar gwall-amzer !

Abret a-walac’h e c’houezo
Avel gwalarn war ar rozenn
Abret a-walc’h e sklabeo
E deliou war hent an anken !

Ha, daoust d’e baour kêz devejou da vea kelc’het gant an ezommou, daoust d’an dienez da bega war e groc’hen ha war e galon, abeg e kave ar pôtr evelkent en nerz e yaouankiz, da leuskel e vennoziou da nijal, gwennilied dibreder, a-dreuz oabl koumoulek an huvreiou.

Hag a-greiz an nebeuta a-wechou, keit ha ma vije o zonjal evel-se en e stad, alïes en netra :

— « Bilzig ! Bilzig ! a grie warnan Madelen pe Yannig, Bilzig, ar vioc’h a zo o laerez !… » pe « Poent eo d’emp mont d’ar gêr… Selaou : an danvad bihan a vee war-lerc’h e vamm » :

Mammig koz, deus « d’an der »[1]

— Gwir eo ! eme Bilzig. Met selaouit breman petra ’respont ar vamm-danvadez : « P’am mo debret, tamm ac’han, tamm alese, me a yelo ! »

  1. Evit difreza an oanig : deus d’ar gêr.