Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/44

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

« — Miaou !… a lavaras ar c’haz, en eur vlinka etrezeg ar c’hi. Mar keret, me a yelo ive ganec’h ?

« — Ma ! deus ’ta.

« Ar c’haz a zo disfius meurbed ; goustadik, e lagad melen digor war ar c’hi, e tiskennas a-ziwar e gleun, en eur astenn e izili, gwevn e gorf evel hini eun aer.

« — Arabad eo d’it kaout aon, eme Jan Glaudadig : Job ne raio ket a zroug d’it.

« Hag evelkent en em lakaas en tu klei da Jan Glaudadig.

« Erruout a rejont war-dro dek eur en Plistin, savet gante gra Lanskolva, skuiz an tri beajour. Jan Glaudadig a azeas, harp e gein en eur c’hleun, en penn ar c’hra, ar c’hi en e gichen, ar c’haz war e varlenn. Tenna a eure e gorn, e voest tont hag e zirenn eus e c’hodell, hag hen da fumi eur c’horniad. »

— Keit ha m’emaint oc’h ober eun diskuizadenn, eme Jarlig, me ac’h a da ober evel Jan Glaudadig.

Gant e wask e tapas eur c’hlaouenn-dan, ha tan war e c’horn. Ha Jarlig da chacha war an duellenn.

Bilzig, war korn an oaled, digor gantan e c’hinou, a rê pitouilhez tre ma c’halle.

— Karet am mije ive, Jarlig koz, bea bet gante, gant tad-koz va zad-koz-iou.

— Pa vi brasoc’h, kosoc’h, da dro a deuio, hag evelte ec’h i da redek da reuz.

E-pad an diskuizadenn, unan eus an neanerezed a lavaras :

— Eun divinadell : Divin d’it an divinadell :

Kamm, jilgamm, da belec’h ’c’h ez-te ?…
Reor touzet forz ’zo d’it-te,
Pa n’on ket eus da di-te.


Ha pep-hini da glask, da skrabat e evor. Bilzig a grafe e benn. Jarlig koz a c’houezas d’ean :