Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/43

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

— « Setu, eme Jarlig, Jan Glaudadig aet en e hent, savet gantan ar c’hra ; en tal kichen kra Pennenez, eur c’hi a firloste en toull dor Lellig an Touz. »

Ar bôtred hag ar merc’hed, dever enne, a zigore o ginou ledan, ken ledan ha reor forn ar poazer.

— En toull dor Lellig an Touz ?…

— Lellig an Touz a zo aman !

— Ma n’am c’hredit, it da welet.

— Met marteze ive, eme Bilzig, pini ne oa ket eun diod, pell ac’hane, marteze Lellig an Touz a oa ive tad-koz tad-koz-iou Lellig.

— Siket ec’h eus da viz en toull : Lellig an Touz, eme Jarlig a oa tad-koz tad-koz-iou Lellig.

« Ar c’hi — Job e hano — anaoudegez vras da Jan Glaudadig, a deuas d’e gaout, hag a c’houlennas digantan — d’ar c’houlz-ze an anevaled a gôzee, abaoe mud int deut da vea :

« — Da belec’h ec’h ez-te, Jan Glaudadig ?

« Jan Glaudadig a respontas :

Da foar, ar foar ar bichibonig,
Du-ze, da goste Koat-an-Noz,
Da welet pe ’r blei pe me
A gousko er-mêz fenoz.


« — Mar kerez, me ’c’h aio ive ganit ?

« — Ma ! deus ’ta.

« Ha setu int o-daou o vont, war o fouez, war hent Pont-Menou. Brao an amzer, tomm an heol. En diskenn gra ar C’horve, a-rôk erruout gant ar pont, e weljont eur c’haz du, du-pod, astennet en disheol war ar c’hleun, dindan eur bod lann. Heman a hanter-zigoras e valvennou : eun tôl-lagad a gorn da Jan Glaudadig ha da Job.

« — Miaou ! miaou !… Pôtred, da belec’h ec’h et-hu evel-se ?

« — Ni ac’h a, pôtr kêz, eme Jan Glaudadig,

Da foar, ar foar ar bichibonig,…