Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/178

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —


IX


Bilzig er gêr, goude punse ar Vran


Er gêr eman Bilzig, hag e chomo, e-pad eun nebeud, kent mont adarre war ar mor. Bilzig ac’h aio hep dale da redek e reuz, da heuilh e ouienn [1] : red e vo d’ean mont da ober eur veaj hir evit diski e vicher. E gabiten, meur a wech, an nevoa roet an ali-ze d’ean, ha Saïg, e vestr kenta, an nevoa lavaret d’ean :

— Pôtr kêz, ne vi ket eur martolod, ken ma po grêt eur veaj e mor ar Su, hag e bourz eun teir-gwern. Eno e tiski bea martolod ; eno, evel ma ’c’h out pôtr diskuiz [2], ma teu ar c’habiten da deuler e evez warnout, e tisko d’it an holl skianchou a rank goût ar gabitened evit hencha o listri war ledander ar moriou bras. Ac’hanta, pôtr, ar voul a ruilh ganit. Kerz, red war he lerc’h hep dizalani. Arabad koll an nord, te ’oar.

D’ar c’houlz-man, Bilzig a oa pôtr a driouec’h vlâ, hanter hir ha moan treut, e fri, tougn gwechall, a oa hiraet, hag e c’hinou, eun tammig re ledan marteze pa c’hoarze ar pôtr, a zizoloe diou regennad dent gwenn ha lemm, yac’h meurbed. Krenv a gorf hag a spered, hep pleg na displeg, ha, pa zigore warnoc’h e zaoulagad gwer-c’hlas, eeun ha sklêr, ar skiant-vat enne a bare. Met rust a oa ar pôtr, ken kalet a oa bet e vuhe, goaper ive eun tammig, re marteze, hag atao imoriek, met pôtr a galon vat hag anaoudek e-kenver an hini, a garie. Moustra a rê, tre ma c’halle, war e imor : a-wechou e vije gonidek, alïesoc’h trec’het.

Gant an oad e oa deut da vea eun tammig donet, muioc’h douget da glask kompagnunez ar bôtred hag ar merc’hed yaouank. Mont a rê gante e-pad ar goanv d’an ti-nean, e-pad an hanv

  1. E ouienn, son instinct.
  2. Pôtr diskuiz, garçon dégourdi.