Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/177

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 177 —

an ti a oa leun a dudi, deut da c’hoût ar c’helou. Gwrage an daou vartolod a oa deut ive evit goulenn eus doare o gwazed.

True a oa gwelet an diou wreg, pa o deus klevet maro o gwazed. Ha piou ne vije bet mantret e galon o klevet klemmou hag hirvoudou an diou intanvez. Tristidigez buhe ar vartoloded hag hini o gwrage !…

Ar zizun war-lerc’h, Izabel, he bugale hag an diou intanvez o deus feurmet eur c’harr evit mont da Berroz.

An ôtrou person an neus roet da bep-hini ar pez a oa dleet d’ean. Eur c’hant skoed all a oa bet pichotet eus an tammou a oa bet tennet eus ar Vran : goueliou, kerden, chadennou, koad, houarnach. An arc’hant-ze a zo bet rannet entre an diou intanvez. Evurus Izabel da ober plijadur d’ê ha d’o bugale vihan, sonj mat d’ei en deiou glac’harus he devoa gwechall gouzanvet.

Breman echu eviti an dienez, an dristidigez.

Eun nebeud devejou goude e teuas da chom da di Glaoda ar c’habiten. Met gwir eo ar pez a lavar ar re goz : an traou am eump bet darempredet a zalc’h eun tamm eus hon buhe : o zilezel a zo eun dristidigez. Hag Izabel, pa deuas er-mêz eus he ziig evit mont da chom da di ar c’habiten, a zellas outan gant trugare. Ha war he mennoz e savas evel eun êzenn a zouster : koun ar poaniou kri he devoa eno bet gouzanvet, koun al levene dibaot met kunv ha ken dous c’hoaz d’he c’halon he devoa bet eno tafeet.


————