Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/166

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —


VIII


Bilzig e bourz ar Vran


Diou c’hober, d’ar c’houlz-ze, a oa en porz Lokirek : ar Vran hag ar Big, gobiri a dregont tonnell. Evurus ar pôtr yaouank a lakae e zac’h en toull a-rôk hini pe hini anê.

Eun devez, kabiten ar Vran, Glaoda ar Moal, a deuas da gaout Saïg Jelvest : pôtr reut, sec’h an tamm anean, brudet den a zoare.

— Eur mous mat ac’h eus, Saïg ?

— Fe ! ya, eme heman, met c’hoant hoc’h eus marvad d’hea tenna diganen ?

— Ket, ket, pôtr kêz, met ezomm am eus eur mous krenv hag a skiant-vat en pehini e c’hallin lakaat va fians.

— Bilzig, Glaoda, a rafe hoc’h afer. Ya, ma vefec’h madelezus en e genver, neuze e vo sentus hag anaoudek. Pennek, imoriek : netra da ober gantan na dioutan, mar tro war an tu all. Ezomm an neus ar pôtr da c’honit e vara ha da zikour e vamm… Eur gwaz a raio ar pôtr-ze, ma ve aliet mat, bleinet eeun. Goulennet digantan, Glaoda, hag-en a vefe douget da vont ganec’h… Evit lavaret ar wirione, keun am mo d’am mous. Evurus evelkent e vefen ma ’c’h ambarkfe en bourz ar Vran… It da c’houlenn digantan.

Ha Glaoda da di Izabel.

Azeet ouz an daol, pleget war eun delienn baper, eur bluenn entre e vizied, e deod eun troalad er-mêz e c’hinou, Bilzig a c’houeze. Izabel war an oaled a entize an tan dindan he zoubenn.

— Debonjour d’ec’h, Izabel !… Deut on d’ho kaout a-beurz Saïg Jelvest, eme Glaoda… Eur mous am eus ezomm… Bilzig, na te a deufe ganen ?… Diou drederenn a lod eur martolod a po.

Bilzig a chomas hep respont eur pennadig.

— Saïg a zo bet mat em c’henver, kabiten ; n’hen guitaïn ket nemet gant e ôtre.