Bilzig a zellas outi, hag en e benn e troïdelle mennoziou dishegar meurbed : ar pôtr, m’en assur, n’oa ket gwall c’hlorus. Karet an nije bet bea en e wele, kousket mat, e-lec’h bea azeet war bazenn skalierou Sant-Efflam, ha mall n’an nevoa ket da vont gant an hent a dro en-dro da Roc’h-al-Laz.
Evelkent red eo d’ean erruout en Lannuon pa zigoro ar marc’had. Ec’h ê da zevel en e zav :
— Sell, emean en eur rei eun tôl ilin da Vadelen, sell.
Hag ar bôtrezig dihunet a zellas. Hag en traon ar pazennou e weljont eun ôtrou hag eun itron. Eun ôtrou hag eun itron d’ar c’houlz-ze eus an noz ?…
— Petra a rit-hu aze ? eme ar gwaz, ha divergont, d’an daou vugel.
— Oc’h ober… eun diskuiz, ôtrou.
Peg teod Bilzig eus e staon, sec’h e gorzailhenn evel tont. Madelen a oa krog en e zorn hag a grene evel eun delienn. Bilzig ive, ha koulskoude ar pôtr ne oa nag abaf na kabon, pell ac’hane Bilzig a grene gant an aon.
— Da belec’h it-hu evel-se ?
— Da Lannuon, ôtrou.
— Da Lannuon ?… Da ober petra ?
— Da werza hon fesked, ôtrou.
— Diskouez anê.
Bilzig a dapas diwar ar bouteg ar vozad raden a c’holoe ar pesked.
— Pesked brao, ôtrou, ha mat : broged int, ôtrou. Heman a c’houlennas digant e itron :
— C’hoant hoc’h eus-hu d’o zafea ?
— Mad int ?
— Broged, itron, fresk-beo, tapet dec’h goude kreiste.
— Gant daou e vo trawalc’h ? a c’houlennas an ôtrou.
An itron a zoublas he fenn :
— Ya, ya.
Bilzig a zibabas daou besk eus ar re vrasa.
— Eun tamm neud d’o staga.