redadenn int bet diskennet er saon. Hag int o tibab spouen e-harz ar gwe fô.
Bilzig ha Yannig o daou a oa aet eun tammig pelloc’h da glask bleuniou, ha padal hag int o klevet eur griadenn.
— Bilzig ! Bilzig !
Ha Bilzig d’ar red.
— Petra a zo c’hoarveet ?
— An dimezell ! an dimezell !
— Petra ?
— Flemmet ! flemmet !
Hag ar bôtrezig, harp eus ar weenn, liou ar maro en he c’herc’hen, a ouele, he dorn klei ganti serret en he dorn dehou, ar gwad o tivera euz he biz-meud.
Gant ar wialenn a oa gantan en e zorn, Bilzig an neus furchet ar spouen, kavet an aer-wiber. Eun tôl gwialenn d’ei war he fenn, hag hi maro.
Bilzig, meur a wech, an nevoa bet gwelet pôtred flemmet pa dremenent lann Bennenez evit mont da besketa d’an Trêz-Gwenn : unan a zune ar gouli, unan all gant eun tamm neud-gouel a starde an ezel. Bilzig a zigoras e gontell, lemm evel eun aotenn. Moustra a eure war biz an dimezell, faoutet gantan ar gouli. Gwada a ra.
— ’Ouelet ket, dimezell, ’ouelet ket.
Stardet an neus d’ei he brec’h gant eun tamm neud-gouel en- dro d’he ilin. Denet, sunet an neus ar gouli evit chacha er-mêz ar bulum gant ar gwad… Koenvet eo ar biz hag an dorn.
— Kê, Madelen, da lavaret d’an itron dont aman huan ha buan !
Hag e-pad an amzer-ze, Bilzig a zune, a zune ar biz. P’he deus bet ar vamm gwelet he fôtrezig er stad-ze, darbet eo bet d’ei bea semplet.
— Petra, petra ’zo c’hoarveet ?…
— Flemmet eo bet, itron.
— Ho ! Jezuz ’ta va Doue ! Buan, buan eul louzaouer !…