Penaoz meuz anvezet va zi kement karet,
Rag ar braz dioutan a zo vel pullufet.
Ar prenestrou brevet, an nor ken miserab
Ar presiou louedet ma zeo sklaset va gwad.
Al lec’h am euz bevet eürus ha didourmant
Al lec’h ma zoun-me bet ken foll ha ken yaouank
A zo breman didrouz, ha trist’vel ar maro.
Red eo din arreti ha mont-krenn en dizro.
Deus ar speuren e ma, bepred seder ha flam,
Dindan eur weren dorret poltred karet va mam ;
Gouelet am euz dourek, klemmet a meuz va gwalc’h,
Follet eo va spered ha va c’halon awalc’h.
An iliz zo karget gand yeot ha gant lener
Eun hoper zo neizet tre war dal an aoter
Er vered ar beziou a zo el loustoni.
Ar mein hag ar c’hroaziou goloet a genvi.
Eun alan bilimus neuz c’houezet war va bro.
Ma na welan dre holl met traou trist ha garo
Goulskoude na gredan vefe en Breiz-Izel
Na brezel na trubuill da veza ken kruel.
Va zi, va c’haer, va bro, a zo abandonet.
Tud, kerent, mignoned a zo holl partiet,
Rannet eo va chalon, ne c’hellan ket kompren,
Ha mervel a renkan kreiz an devalijen.