Pajenn:Abgrall - Luc hed ha Moged.djvu/77

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —


BREIZ GLAC’HARET
___________


D’ar gwir varz Théophile Guyomarc’h


« Me a fell din vefe va c’han digabestr eveld ar c’hefeleg a darnij war an yun, a nefe va c’han ’vit lezen met plijadur va spered ha va sonj, hag evit ton, nemet trouz va c’halon birvidig. »


Glac’har zo em c’halon o toned en va bro.
O weled an deliou e traon ar gwez dero.
O weled er parkou an holl drez o redal,
O klevoud dre ar vro avel fall o yudal.

Goulskoude en va bro a zo memes douar,
En va bro sarac’het gant poan ha gant kounnar
Eler, benviachou, ledet dre an erven
A ra d’hon ezili krena gant an anken.

N’euz den war ar bale na den o labourat
Na welan den er park na den ive er prat
Er warem na glevan ar mesaer o youal
Danvad o vegelad nag an oan o vreunial.

Va c’haer gaez, oa gwechall ken iskiz ha laouen
A zo prestik breman da gweza en poultren
Ranna ra va c’halon, Doue, planeden gri !
Va daerou neuz ruillet o tigwezout em zi !