Gwir eo te peuz breman eur wetur-dre-dan
Eur c’hastell kaër savet war ribl ar mor,
Lakichen braz a bep liou, ha re vihan,
Eun arme grenv o kana d’it enor.
Meuz ket avi ouzout, met kals melkoni
Ouz da welet, kenvroadezik kez,
O c’hont dallet da lec’h a nij ar brini
Ma kendalc’hez da ren ar seurt buhez !
Deus war da giz, hag an holl az kemero.
Vel eur bugel karet ha dianket.
O plac’hig koant adarre te a gano
Ar soniou koz, gwechall e poa desket !