Peuz ket envor, Breizadez ven ha penn skanv,
Deuz da ligne ha deuz hor yaouankiz ?
Pa ’mout hirio, vel al lapoused goanv,
Tec’het skouelfeg, hep sellet war da giz…
Pa pe kanet, daouste kreiz ar strakadeg,
Na gleves ket, dre holl, er meuleudi,
Eur c’henvroad kendalc’hus d’e vrezoneg,
O rebech d’it, plac’hig, da falloni ?
Ober ra fall neb ra goap gant follente
Deuz ar c’havel an euz he luskellet.
Ne ran foëltr forz ouz lorc’h nag ouz bravente,
Pa na zalc’her d’an ti lec’h oar savet.
Gout a ran mad, biken te na bardoni
Ar c’homzou-man, skrivet sterd hep kounnar.
Ha war-n-on-me, da valloz zur a zalc’hi,
Keit a vin beo… ha te war an douar.
Eur gwall doare am euz kemeret breman,
Ma renkan d’it, displega penn-da-benn,
Drast va c’halon hag ar pez a bouez war-n-han,
Kaz ha tan flamm, pa lavarin a grenn.
Droug c’ha ennon pa welan koz rampenned,
O reï an urz deomp-ni, holl gwir Vreiziz,
Ha gant arc’hant ha boulouz a bemp lec’hed
C’hont da gemer giziou sod da Bariz !…
Ma teues c’hoaz en bro ar billawërien,
Gant da zillad paët gant milluriou,
Daouste na vo ket dao d’an holl gouerien,
Lipad ar pri vit espern da voutou ?