Otrou Zant Ervoan veniget
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Aotrou Sant Erwan binniget.
1. En hon zouez euz a zant
Ervoan Braz eo ar madoberou,
O sonjal en-he, peb-unan
A wir galon a laro :
Diskan.
Otrou zant Ervoan veniget,
Enor ha zikour hon bro,
An neb ho ped en deuz bepred
Eun difener en Envou.
2. En Envou evel en douar
Zant Ervoan zo galloudus,
Hag e galon da neb en kar,
Zo mad ha trugarezus.
3. Ia, peb hini da zant Ervoan
N’euz nemet enem westlan ;
E peb ezom hag e peb poan
E vo zikouret gantan.
4. Evit traou an douar nec’het
Gant ar glao pe ar zec’hter,
Da zant Ervoan omp diredet,
Hon c’hlevet ’n deuz enaber.
5. D’ar belek, d’an den a lezen,
Avokat, belek zantel,
Zant Ervoan ro skouer, sklerijen,
Ma vint en o c’harg fidel.
6. Ar vam pa lavar eur beden
Da zant Ervoan bep beure,
Kalon he mab vel eur rozen
A zigor war zu an Ee.
7. An intanves paour en he foan
Gant he famill hep zouten,
Enem erbed da zant Ervoan
Ha zant Ervoan he difen.
8. Ar bugelik kez, emzivad,
Tad ha mam gantan kollet,
E zant Ervoan a gav euntad
Gant assistans vad bepret.
9. Ar zoudard galvet d’an arme,
Ken kuitat, da zant Ervoan
A ia da bedi, ha neuze
A greiz e galon a gan :
10. Ar martolod war ar mor dôn,
Goal hinjet e vag vian,
A zo fians en e galon :
E sturier to zant Ervoan.
11. Al labourer devot d’ar zant
A gav skanvoc’h an alar,
Kals blotoc’h ve ar park, pa blant,
Pa sko ebâl en douar.
12. An devejour, an den a boan,
Bemde kent mont d’e zeves,
Mar deu da bedizant Ervoan
A gano gant levenes :
13. Ni a zo devejourien
Er bed-man, ha tud a boan ;
Ha c’houi disprisfe hon feden
C’houi, Otrou mad, zant Ervoan ?
14. Kalz ac’hanomp hep pel dale
A vo achu o deves :
Gret d’imp mont da ganan ive
En Env gant anoudegez :