Oræsonou ar Suliou eus an Azvent
Oremus.
EXcila, quæsumus, Domine, potentiam tuam et veni ; ut ab imminentibus peccatorum nostrorum periculis te mereamur protegente eripi, te liberante salvari, qui vivi« et regnas in unitate, etc. |
Pedomp.
AUtrou Doue, plijet gueneoc’h excita ho callout da dont davedomp, evit ma veritimp beza dilivret dre ho protection souveren diouz an oll danjerou ma’z omp engajet enno dre hor pec’hejou, ha beza sauveteet guene-c’hu ; c’houi pehini ê hon Redamtor, hac a vev hac a ren ur memes Doue gant an Tad hac ar Speret Santel epad an oll eternite. Evelse bezet grêt. |
EXcita, Domine, corda nostra ad præparandas Unigeniti tui vias ; ut per ejus adventum purificatis tibi mentibus servire |
AUtrou Doue, plijet gueneoc’h excita hor c’halonou da brepari an hent d’ho Map unic, evit, dre ar c’hraç eus he zonediguez, ma veritimp ho servija gant eneou purifiet. Ar pez a c’houlennomp dre ar memes Je- |
sus-Christ pehini a vev hac a ren ur memes Doue gueneoc’h ha gant ar Speret Santel epad an oll eternite. Amen. | mereamur. Qui tecum vivit et regnat etc. |
AUtrou Doue, plijet gueneoc’h selaou favorablamant hor pedennou, hac oc’h hor bisita, sclerrât an devalijen eus hor speret dre ar sclerijen eus ho craç, c’houi pehini a vev hac a ren ur memes Doue gant an Tad hac ar Speret Santel epad an oll eternite. Evelse bezet grêt. |
AUrem tuam, quæsumus, Domine, precibus nostris accommoda, et mentis nostræ tenebras gratiâ tuæ visitationis illustra, qui vivis, etc. |
AUtrou Doue, plijet gueneoc’h, ni ho supli, excita ho callout da zont d[a]vedomp [1] d’hor sicour gant ur vertus vras, evit ma en em hasto ho madelez da reï deomp dre ho craç ar sicour pe veus a hini hon rent indîn hor pec’hejou ; c’houi pehini a vev hac a ren ur memes Doue gant an Tad hac ar Speret Santel epad an oll eternite. Evelse bezet grêt. |
EXcita, quæsumus, Domine, potentiam tuam et veni, et magnâ nobis virtute succurre, ut per auxilium gratiæ tuæ, quod nostra peccata præpediunt, indulgentia tuæ propitiationis acceleret ; qui vivis et regnas, etc. |
Oræson ar Sul diveza eus ar bloaz, pehini a erru dindan an eizvet eus a Nedelec, a vez lavaret en renq an Oræsonou eus a voueliou Nedelec ive ; ha rac-se e c’heffot tu-ma varlerc’h Gousperou Nedelec, dirac an oræson evit ar goueliou.
Evit ar Sul quenta eus ar bloaz ne deus nac oræson nac Ofiç, na ne reet mantion ebet anezan, mar guerru abarz ma ve tremenet gouel ar Rouanez. En hevelep fæçon mar guerru ar Sul-ma da vouel ar Circon- cision, ne vezo lavaret nemet Gousperou ar Circoncision gant ar mernor eus a eizvet sant Stephan epquen, hep memor ebet eus ar Sul. Mar guerru da eizvet sant Stephan, da lavarct eo, da ben an eiz dez eus he vouel, e vezo lavaret Gousperou ar Merzer sant Stephan gant ar chabistr bian eus a vouel sant Ian Evangelist hac an Hymn Exultet cœlum eus a C’housperou an Ebestel, ha goude-se ar Verset, an Antifonen pe ar recommandation hac an Oræson eus a vouel sant Ian Evangelist, hac er fin ar memor eus a sant Stephan hac eus an Innoçantet, hep netra evit Sul.
Mar guerru ar memes Sul da ben an eiz dez eus a vouel sant Ian Evangelist, e vezo lavaret Gousperou an Ebestel het-a-hed ha quement so merquet tu-ma varlerc’h evit gouel sant Ian da Nedelec ; hac er fin e vezo great ar memor eus a eizvet an Innoçantet evel d’ho gouel. Mar guerru ar Sul-ma da benn an eiz dez a vouel an Innoçantet, e vezo lavaret Gousperou ar Verzerien gant Hymn an Innoçantet ha quement-so lequeet evit ar gouel tu ma da Nedelec, oc’h ober memor goude eus an deiz diaguent gouel ar Rouanez, p’evit hini e vezo quemeret Oræson ar Sul a erru dindan eizvet Nedelec, hac erfin ar memor eus a sant Telesphor Merzer. Mar guerru al Sul quenta-ma eus ar bloaz derc’hent gouel ar Rouanez, e vezo lavaret en Oferen Oræson ar Sul dindan eizvet Nedelec, pehini so tu ma araoc miz Guenver, hac evit Gousperou e vezo quemeret re ar gouel eus ar Rouanez het-a-hed ; ha toudememes mar guerru al lavaret Sul da lavaret gouel, hep e vezo great memor ebet eus ar Sul-se d’an oll deziou-mâ.
- ↑ Moullet : deve-.