Mont d’an endalc’had

Oræson universel evit goulen ar pez a so requis

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 607-608)


ORÆSON UNIVERSEL.
Evit goulen digant Doue quement a apparchant ouz hor silvidiguez.

VA Doue, me a gred enoc’h, mæs creaït va feiz ; me a esper enoc’h, mæs assurit va esperanç ; me ho car, mæs cresguit va c’harantez ; regreti a ran va fec’hejou, mæs augmanti va regred. Me hoc’h ador evel ma c’henta princip, me ho tesir evel va diveza fin, me ho trugareca evel va mad-oberour perpetuel, me hoc’h invoq evit ma diffennêr souveren. Va Doue, plijet gueneoc’h ma regli dre ho furnez, ma gouarn dre ho justiç, ma c’honsoli dre ho trugarez ha ma froteji dre ho puissanç. Consacri a ran deoc’h va sonjesonou, va c’homsou, va actionou ha va souffrançou evit pelloc’h ma sonjin enoc’h, ma comsin ac’hanoc’h, ma rin diouzoc’h ha ma souffrin evidoc’h. Va Doue, me a fell d’in ar pez a fell deoc’h, abalamour ma fell deoc’h, evel ma fell deoc’h hac en quement ha ma fell deoc’h. Me ho ped da sclerât va entendamant, da doma va volontez, da burifia va c’horf ha da santifia va ene. Va Doue, roït d’in couraij da satisfia dec’h evit va fec’hejou tremenet, da zrec’hi va zentationou da zonet, da gorrija va goall inclinationou ha da bratica ar vertuziou pere a so convenabl d’in. Carguit va c’halon a anaoudeguez vad evit ho madelez, a gassoni evit va defautou, a garantez evit va nessa, hac a zisprijanç evit ar bed. Grit d’in, va Doue, caout memor d’en em soumeti abalamour deoc’h d’ar re ho deveus da c’hourc’hemen d’in, da veza charitabl en andret ar re ma em eus da c’hourc’hemen dezo ha da veza prest da bardoni d’ar re a so control d’in. Va sicourit da drec’hi ar plijadur dre ar vortification, an avarisdet dre an alusen, ar goler dre an douçder hac an diegui pe an degout dre an devotion. Va Doue, ma rentit prudant er pez a antreprenin, courajus en danjerou, patiant er gontroliezou hac humbl en issuou mad. Grit ma vezin attantif em pedennou, moderet en repasiou, fidel d’am deveriou ha ferm em resolutionou mad. Va Doue, grit ma anavezint peguer bian eo an douar, peguer bras eo an eê, peguer ber eo an amser ha pegueit eo an eternite. Grit ma en em breparin d’ar maro, ma em bezo aon rac ho parn, ma evitin an ifern ha ma obtenin ar barados. Dre ar meritou eus ho Map unic hon Autrou Jesus-Christ. Amen.