Jezuz e liorz an Olived.
O soñjal en hon pec’hejou
Jezuz el liorz stouet
A c’houez ar goad, a skuilh daerou
E galon a zo rannet
Diskan.
O Jezuz, dre hoc’h holl boaniou,
O bezit ouzimp truez
Ha skuilhit en hon eneou
Gwir glac’har ha karantez.
Jezuz gwerzet gant Judas.
Erru eo Judas, an treitour,
Gant eur vandenn soudarded :
Ha Jezuz, ’vel eun torfedour,
A chadennou zo karget.
Jezuz nac’het gant Per.
Dre deir gwech Per en deus nac’het,
’Kreiz ar porz, e Vestr, Doue,
Ken en deus bet teir gwech klevet
Kan ar c’hog, diouz ar beure.
Jezuz dirak Kaifaz.
Kaifaz hag e Yuzevien,
Ha falstetou, tud mezus,
Holl war bouez heulia al lezenn,
’Fell d’ezo laza Jezuz.
Jezuz dirak Pilad.
Pilad ne c’houll ket, da genta,
Sina eur setans ken fall ;
N’haller kondaoni, emezan
Eun den a zo didamall.
Jezuz dirak Herodez.
Herodez hag e vignoned
A ra goap ouz hon Salver :
Jezuz ne respont ger ebet
D’ar roue lous ha muntrer.
Jezuz dirak ar bobl.
An holl bobl gounezet breman
Gant arc’hant ha komzou kaer,
A sav e vouez enep d’ezan,
War eun dro gant prinsed kêr.
Jezuz ha Barabaz.
Etre Jezuz ha Barabaz
Ar Yuzevien, en eun taol,
A ziskleri eo graet o choaz
Barabaz fell d’ezo, holl.
Jezuz skourjezet.
D’o c’hounnar evit ma torro
Pilad a c’halv soudarded,
Ha, stag ouz ar peul-maen, ganto
Jezuz a zo skourjezet.
Jezuz kurunet a spern.
War e benn dre fent ’lakaont
Barrou spern da gurunenn,
Ha dirazan e taoulinont
Da c’hoarzin ouz e anken.
Jezuz kondaonet.
Pilad, er stad-se, a ziskouez
Jezuz d’ar bobl kounnaret ;
Houman da hopal a-eur-vouez :
Ouz ar groaz ra vo staget !
Jezuz o tougen e Groaz.
Jezuz, e Groaz war e ziouskoaz,
A gerz ’trezek ar C’halvar,
Dinerz eo, ha dindan e Groaz
E kouez teir gwech d’an douar.
Jezuz war an hent.
Veronig, ar gwragez santel,
Ha Simon, war hent ar Groaz,
E-pad ma tec’h an ebestel,
’Zo gant Jezuz en e c’hloaz.
Jezuz ouz ar Groaz.
Ouz ar Groaz neuze e stager,
E izili gant tachou :
Eman breman etre daou laer
Brudet dre o zorfejou.
Jezuz en e eur diweza.
Seiz gwech, Jezuz diwar e Groaz,
Kent mervel en deus komzet :
Ganimp eman e galon c’hoaz,
Daoust d’e boaniou ken kalet.
Jezuz o vervel.
Da deir eur ne chom ken eno,
Nemet eur c’horf dizec’het :
Salver ar bed a zo maro,
Gant e vugale skoet.
Goude an tremenvan.
An heol ’n em guz, ar bed a gren,
Jeruzalem zo spontet ;
Ha d’e Vamm ger, war he barlenn,
Jezuz a zo diskennet.
Pedenn da Vari.
O, Mari, O Mamm a druez,
Gant ho sikour, birvidik,
Ni zalc’ho sonj hed hon buhez
Eus maro ho Mab unik.
|