O pa oan Plac’h Yaouank !

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 65-66)



O pa oan Plac’h Yaouank !
————


D’am mignonez, Virginie Caurel, Plougerneve.


\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c'' {
        \clef treble
        \key g \major
        \time 2/4
        \partial 8*3
        %        \set melismaBusyProperties = #'()
        \override Rest #'style = #'classical
        \tempo \markup { \italic { Andantino } } 4=100
g8 b e | \once \override Staff.TimeSignature #'style = #'single-digit \time 3/4 d4 b g8 a | \time 2/4 b a b e | \once \override Staff.TimeSignature #'style = #'single-digit \time 3/4 d4 b g8 a |\break
\time 2/4 b4 r8 b | b b d d | c b a4 | g8. a16 b8 g | \break
e4 d | \once \override Staff.TimeSignature #'style = #'single-digit \time 3/4 g4 a8 b c a | \time 2/4 d8. d16 d8 e | d8. c16 b8 a | g2 \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
     \override LyricText #'font-shape = #'italic
Ma c’ha -- lon a zeu da dri -- dal,
Ma c’ha -- lon a zeu da dri -- dal,
Pa son -- jan em am -- zer gwe -- chall.
O pa oan plac’h yaou -- ank_!
Ya, pli -- ja -- dur am oa,
Pa oan en oad a dri -- wec’h vla.
    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
       line-width = #140
%      ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 90 4)
    }
  }
}


Ma c’halon a zeu da dridal
Pa zonjan em amzer gwechall.

Diskan :

O pa oan plac’h yaouank !
Ya, plijadur am oa,
Pa oan en oad a driouec’h vla.

Pegen dous e oa levenez
Neve-amzer ma buhegez !

Sonjou tener ma yaouankiz,
Hunvreou kaer, deut war ho kiz…


Grêt din adbevan, eur pennad,
Ho karante hag ho c’hwez vad.

Deut gant gened, joa, kaniri,
Mignonezed, c’hoarz ha dudi…

Lec’hiou dispar, traouiennou frank,
’Lec’h em eus hunvreet ken stank,

O silaou an evned seder
Hag o kutuilh bleuniou tener.

Koulmig, dinec’h ha dizoursi,
Kanan ’oa ma brasan dudi.

Luskellet gant zon dereat,
Dudius e ve labourat.

Bep sul, d’an hanv, d’ar pardoniou,
Bep noz gouanv, d’an neadegou.

Buhe evruz, deveziou kaer,
Tec’het oc’h dirak an Amzer !

Tarnijet oc’h ’vel eun hunvre :
Hoc’h envor eo heol ma buhe.

Kreiz ma zrubuilh, ma melkoni,
Me ’gan evit ’n em frealzi.