Ma Farouz

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 63-64)



Ma Farrouz
————


WAR DON : Fe hon tud koz.


Diskan :


Traouien dispar, parouz santel,
Te eo perlezenn Breiz-lzel,
Me da garo da virviken,
O ma Bonen ! O ma Bonen !

Em c’halon ez eus eürusted,
Ma mouezig a zav drant meurbed
Da ganan hirie, gand dudi,
D’am farouz koant mil meulodi.

Ken kaer ne gavan eul lec’h-all,
Nag en Bro-Breiz nag en Bro-C’hall ;
Bezañ ’c’h e ma farouz, heb mar,
Eun eil Baradoz an douar !

Ar gurunen a veneiou,
A gelc’h tro-dro he douarou,
A diwall he maeziou bepred
Ouz an aveliou kounnaret.

’Us d’ar bourk, kuzet ’n eur brouskoat,
Eun tourig a zav dereat ;
War e benn moan e splan bepred
Ar groaz, banniel ar Vretoned.


’Touez ar c’hoad stank, war ar maeziou,
Eo kuzet ar c’heriadennou,
Elec’h ma vev, gant eürusted,
Tud a fe grenv, gwir Vretoned !

En draouienn, ’kreiz ar prajou glas,
E ruilh sioul ar ganol vraz ;
Dous eo, d’an hanv, war he riblou,
Bale en eur gutuilh bleuniou.

« Kroaz ar Botan », lein ar roz vras,
Daoust d’ar bed fall, a lugern c’hoaz ;
En he disheol, ’tre he diouvrec’h,
Parouz Bonen a zo dinec’h.

Pelloc’h war douar Lokmaria,
E sav chapel Itron ar Joa :
Gwechall he zour kaer hag uhel
A oa brudet en Breiz-Izel !

En o farouzig dishenvel,
Bet a-viskoaz fur ha santel,
E tremen buhez Boneniz,
’Vel o zud koz, er gwir frankiz.

Penôz gallout biken kwitât
Eul lec’h ken kaer, ken dous, ken mat ?
Oh nan ! me a fell d’in, noz-de,
Tost d’am c’havel, gortoz ma be.

Ha neuze, pa deuy an Anko
D’am skuba gant e falc’h garo,
Me a fell d’in mont dianken
D’an Nenv, d’az meuli c’hoaz, Bonen !