O ma Jezus pegen dous e
Neuz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O ma Jezuz, na pegen kaer.
Ti René Prud’homme, 1924 (p. 54)
N° 45. — O ma Jezus pegen dous e.
War an ton N° 45.
1. O ma Jezus pegen dous e,
Epad an noz e-pad an de,
Ar zonjezon euz an ine
A gar Mari, Mam da Zoue !
2. Petra rei d’in an drouk-speret
Pa z-on gant Mari diouallet ?
Raktal ma klevo ma feden
He zroad a vruzuno e benn.
3. Ar c’hig, ar bed, a fel dezo
E stagfen ma c’halon outo :
Ma c’halon-me zo da Vari,
Pelzo ’m euz he roet dezi.
4. War ma maro na grenin tam,
Rak neuze me welo ma Mam
Etoues hec’h elet o tostad
Da zeri d’in ma daoulagad.
5. Karet, ol boblou, ma Itron,
Hag e oarfet koulz eveldon
Pegon eürus eo an ine
A gar Mari, Mam da Zoue.
K. G.