Nozvez ar morgazed
Arabad eo eta bea aonik pa ver war ar vicher-ze, na kennebeut kizidik. Red eo d’ar paour kêz mont, mont atao dindan n’eus forz petore amzer, evit gonit e vara hag hini e diegez.
Koll e vuhe gant ar Gwennili eo bet darbet d’ean : eur wech dreist-holl. Konta a rin-me d’ec’h an dro-ze ?
Eun nozvez a zivez miz du, ar Gwennili a oa o tragi etre Beg-ar-Fri hag ar C’hadorou-Bihan. Bouk an amzer ha tenval, eur briz reut a avel, daou riz er gouel bras. An drag er-mêz, an daou vartolod a oa en tilher oc’h ober eur voredadenn, Bilzig a oa war ar varrenn, Saïg gourveet en disklo en abourz, e-kichen ar pôtr.
— Pa vi erru, eme Saïg, da ziskregi ar garreg a ra Beg-ar-Pri eus ar steredenn a welez aze en e noroa, e tihuni ac’hanon ; ive ma c’hoarve eun dra bennak all.
Bilzig eta, ar varrenn en e zorn, a levie : heuilh a rê aketus ar steredenn a zigore, gwechik a vije, he lagad a-zindan ar malkennou gwentet gant an avel. Goustad, goustadik, ar vag a dostae ouz ar merkou. Pounner an drag.
— Daoust hag hi a vefe krog en eur garreg bennag ? Seblantout a ra d’ean evelkent penôs ar vag ac’h a, ac’h a nebeud ha nebeudou. Ha koulskoude er merkou eman. Setu karreg Beg-ar-Fri, setu ar steredenn : emaint an eil dre eben.
Hag en noz tenval ar Gwennili ac’h a, ac’h a, pounner : kouea a ra en plegiou ar gwagennou, sevel a ra war o c’hein, pleget dindan an avel, glebiet gant an strinkadennou [2].
Eur wech c’hoaz ar pôtr a zell ouz ar merkou. Skoret, eoriet eo ar vag !
— Saïg ! Saïg ! eme ar pôtr, dihunit !…
— Petra ? petra ?
— Ar vag n’ac’h a ken war an a-rôk.
— Er merkou out ?
— Ya, gwelit hoc’h-unan.
— Krog out er garreg.
— ’Gav ket d’in. Bejin marvad, eur zac’had bejin.
— Dihuni ar re all ? Arabad… Amin ar gouel bras da welet.
Ha Saïg a chachas war ar greling.
— Pounner an diaoul eo !… Ec’h eomp da goll hon nozvez… Amin ar gouel stê… Dihun ar re all… Savit, pôtred !
An daou vartolod a wiskas o forpant.
— N’eo ket red, pôtred… tomm a-walc’h ho po bremaïk : aman a zo eun dra bennak da chacha diouz ar mor.
Hag ar pevar den a chache : ho ! ho ! ho !
— Daoust petra an diaoul a zo e-barz ?… petra ?… Birviken ne c’hallfomp tenna ar roued er vag, birviken !
Kement ha kement evelkent o deus chachet war ar greling, seblantout a ra d’ê penôs an drag a zo diskrog.
Eun tammig ehan.
— Da vihana ar roued ne vo ket kollet, nag ar fard. Echu an diskuizadenn.
— Eur c’hrog all, pôtred !…
A-nerz o c’horf o deus chachet.
— Ya, va, distag eo…, d’emp eo… sevel a ra d’an nec’h !… Ho ! ho ! ho !
Setu ar perch [3] war c’houre an dour.
— Tè !… sell ! eme unan eus ar vartoloded, sell ! eur vorgazenn !
Eur vorgazenn war listenn ar vag. Setu unan all, hag unan all : an drag he deus kavet eur c’hlodad morgazed.
— Leun eo an drag.
— Leun, sell !… ar mor a verv gante !…
— Petra ’vo grêt ?… petra ?
— Troc’h ar greling, Saïg, eme ar vartoloded ; bremaïk ar vag a vo leun gante.
— Troc’ha ar greling ?… Koll hon drag ?… Nann ! nann ! a lavaras Saïg.
— N’hoc’h eus-hu ket, Saïg, klevet komz eus ar vag-ze a Lokemo, c’houi ’oar n’an neus ket keit-se, pehini a zo bet aet d’ar fonz, gant eur garg morgazed. Hag er vag, deut d’ar gourlenn, a zo bet kavet petra, a gav d’ec’h ? petra ?… Eskern ar vartoloded, sunet, krignet gant al loened-ze.
— D’ar fonz ec’h afomp gante, eme egile… Troc’h ar greling, Saïg… Debret e vefomp gante en beo !…
— Arabad koll an nord, pôtred !… Koll hon drag ! netra da c’honit e-pad pemzek de… Dalc’homp an nord, pôtred ! Red eo, a c’hrozmolas Saïg.
— Dont a reont warnomp a vil vern.
— N’eus forz, eme Saïg, n’eus forz !… N’eo ket leun ar vag c’hoaz !
Goulou de a zave : breman e weled anê evel eur blojad [4] merien e-barz an drag, deut war c’houre an dour. Hag ar morgazed ba da neunv, da grapat, da grapat, hag ar vartoloded, o c’hontell gante en o dorn, a droc’he, a droc’he. Evit unan troc’het, kant a grape, a bigne er vag.
— En beo e tebrfont ac’hanomp !
Na gouzanvet hoc’h eus-hu bet, eur wech bennak, brec’hiou gwevn ha ramplus evel kroc’hen eur zilienn, oc’h astenn o spegou yen war ho troad pe war ho kof-gar ? Na gwelet hoc’h eus-hu eur vorgazenn en he zoull, en eur poull, oc’h heolia, ya, oc’h heolia ?… Hep aon e sell ouzoc’h. Lakit ho troad en dour : goustad beg eur vrec’h, evel eun aer, a dro en-dro d’ho troad. N’oc’h ket, n’an neus den kap… Den ne c’houzanvas hep finval eun hevelep stokadenn… Sellet outi, pegen lemm eo he lagad gwer-c’hlas, hanter-digor war he mammenn, sklêr evel skorn, kri evel hini eur c’haz klanv arajet, evel hini eun aer-wiber, o c’hortoz piou da daga. Meret hoc’h eus-hu bet, eur wech bennak, gant ho taouarn, o c’horfou diaskorn, gwak ha gwevn ken nerzus ? Ha kroget o deus ennoc’h gant o beg du, kalet evel dir, lemm evel eun aotenn ? Labeet oc’h-hu bet gant o livaj ken du hag huzil ar chiminal ?
Ma ! neuze ec’h anaveet eur vorgazenn, neuze oc’h evit kompren e petore digoue euzus e oa martoloded ar Gwennili. Grevusoc’h hini ebet.
— Eun dro varv ha daou hanter kla [5] war an taked pe war ar bit [6] gant ar greling, ha bec’h war ar vag ! a gemennas Saïg… Hiset ar gouel bras hag ar gouel stê.
— D’ar fonz ec’h afomp gante !…
— N’ec’h afomp ket !… Hiset buan ha buan ar goueliou. Ar vag a-benn en ôd !… Diou heur dro a zo c’hoaz ; n’eus ket a houl. Dindan torrod Santez-Rosa, en abri ar C’hadorou, e vefomp brao meurbed evit en em disklabea eus an hudurnez-man.
Hag ar morgazed a grape, a bigno er vag, war an tilher, war ar goueliou ; sevel a reont gant ar wern, pega a reont eus an dud, labea a reont an dilhad. Ha penôs en em difenn ?… Ma vije bet ar vag pell diouz ar porz pe diouz an ôd, hep douetans ar vartoloded a vije bet debret gante.
Eun nebeudig goude ar Gwennili a oa war an trêz. Ha bec’h d’ei ! Gant poan hag araj ar vag hag ar roued a zo bet disklabeet eus ar morgazed. Evit ar vartoloded, daoust d’o anken ha d’o skuizder, na pebez laouenedigez.
— Ac’hanta ! pôtred, eme Saïg, n’am eump ket kollet evelkent hon nozvez, goneet ganemp hon drag, hon fard, hag an traou-ze a dalv eun dra bennak. Arabad eo koll an nord, pa lavaran d’ec’h !
Tenna a eure e suroa diwar e benn : e-barz e leuskas da gouea e chik.
— Unan neve, pôtr, eme Saïg da Vilzig : goneet eo !
Ha gant e gontell e troc’has eun tamm karot, oh ! ya, hep gaou, ken hir hag ho piz-meud. Sika a eure anean en e c’hinou.
— Ha peb a vannac’h gwin-ardant, gwazed, a vo en eur diskenn en ôd… Tomm eo bet d’hon c’holierou… Met lano ’zo, lano krenv. Bremaïk ar vag a vo war flot… Dirap an eor, pôtr… Hiset ar gouel bras, ar gouel stê… lïen war ar Gwennili, ha d’ar porz !
Pell amzer a oa, abaoe ma oa ar bagou all er porz. Pelec’h e oa daleet ar Gwennili ? Pelec’h ?… Petra ’zo erruet gantan ?
Ha dindan ar weenn dilh ar prezegennou ac’h ê en-dro : pelec’h eo chomet ar Gwennili ?
Met ne oa ket peurechu gante o displegiou ma weljont ar Gwennili o tifluka eus ar Garreg-Kouet.
— Setu ar Gwennili !
Hag, eun nebeud goude, ar vag a oa eoriet e-touez ar re all. Hag ar vartoloded en ôd. Evurus, sioul, ec’h event o bannac’h gwin-ardant en osteleri ; evurus e c’houzanvent ar joaüsted a zave a-nebeudou war o spered hag a zispege diwar o c’halon ar moustrer [7] a oa bet darbet d’ean o mouga.
Dre ma sklerae o mennoziou, o zeodou ive en em zivorze, ha pep-hini a gonte d’ar vartoloded all, deut d’an osteleri evit goût an doare, ar pez a oa bet c’hoarveet gante. Ha kôz ar morgazed ac’h ê en-dro : ar morgazed ac’han, ar morgazed alese !
— Ya, ya, eme Saïg en eur baea ar skodenn, an holl draou-ze a zo gwir, met… met… arabad e ye koll an nord !
Ha Bilzig ?… Bilzig ne oa ket bet pedet da vont da eva eur bannac’h. Mont a eure d’ar gêr en eur sutellat. Mall a oa d’ean erruout : naon an nevoa, anoued ive.
Evurus Bilzig pa erruas en ti : e skudellad a oa war an oaled, tomm bero el ludu. Ha p’an neus bet diwisket e zilhad gleb, gant laouenedigez e krogas en e skudell, ar vamm hag an tri vugel, o fevar eus taol gant Bilzig, aketus evit goût ar pez a oa bet c’hoarveet gantan.
— Petra a livirin-me d’ec’h ? Morgazed ! morgazed ! morgazed ! Trawalc’h da lakaat eun den fur da ziodi.
Hag Izabel a lavaras en eur c’hoarzin :
— Ha Saïg kollet gantan an nord ?
— Saïg, eme Bilzig, Saïg, martolod ebet n’eus er vro henvel outan. An daou vartolod, kollet o fenn gante, Saïg an nevoa dalc’het an nord. Savetaet an neus d’emp hon buhe, hag e vag hag e zrag.
Hag en koun Bilzig, doun-doun dindan evor, en em sikas ar gentel a nerz-kalon roet d’ean gant Saïg Jelvest, en nozvez ar morgazed, eur gentel a hardiegez sioul ha fur.
— Arabad eo koll an nord, ya, ya ! a vousgomze ar pôtr, arabad eo koll an nord !…
- ↑ Morgazenn (pl. morgazed), pieuvre.
- ↑ Strinkadennou, embruns.
- ↑ Perch, perche de bois de la grosseur du bois qui maintient le chalut sur le fond, de manière à râcler le sable de façon uniforme, sans heurts et sans à-coups.
- ↑ Blojad, blojadenn, tas.
- ↑ Eun dro varv ha daou hanter kla, un tour mort et deux demies clefs : ça fait un noeud. On dit proverbialement, et c’est d’ailleurs vrai : un tour mort et deux demies clefs, ça n’a jamais manqué.
- ↑ Bit, morceau de bois autour duquel on enroule la chaîne qui retient un bateau.
- ↑ Moustrer, cauchemard.