Mont d’an endalc’had

Bilzig ac’h a da glask beüt ha gwial evit ober kevell ha boutegou

Eus Wikimammenn
Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 115-121)



III


Bilzig ac’h a da glask beüt ha gwial,
evit ober kevell ha boutegou


D’ar zul goude lein, ha war ar pemde pa vije divalo an amzer ha pa n’ac’h ê ket ar bagou er-mêz, Bilzig ac’h ê gant e vreur Yannig, a-wechou ive gant e c’hoarezed, da glask beüt ha gwial, balan-bugel ha raden.

Balan-bugel ha raden a vije ezomm, pep sizun, evit gwalc’hi ar bagou ha golo ar pesked.

Pep sul ’ta, gant e vreur hag e c’hoarezed ec’h ê a-dreuz koajeier ha prajeier Kerdrearnel, Mengi, Tremedern, Kergoualc’h hag ar Jaou da glask beüt ha gwial. Pa o dije troc’het ha dastumet er c’hirjer trawalc’h evit o zamm, ec’h ênt da graon-kelvea pe da gistina pe da vouara, da c’hregona, da avalaoua, herve ar miz. Hag e tistroent d’ar gêr, gante leiz o godellou, leiz o c’hrubuilh a frouez gante kuntuilhet, ha, war o diouskoa, peb a guchennad beüt ha peb a horzennig gwial, ozil, kelve, haleg pe wern.

Evit ober petra e c’houlennet diganen ec’h ê evel-se Bilzig da glask beüt ha gwial ? evit ober petra ?

Ar beüt a vije bervet, dibluskennet keit ha ma vije tomm. Saïg a raïo gantan e-pad ar goanv-noz panerou, ha gant ar gwial kevell evit bac’ha legistri, girvi-mor, boutegou evit mont d’o gwerza. Bilzig a roe an dorn d’e vestr evit sterna ar c’hevell hag ar boutegou, ha gantan e tiske steui gant ar beüt, gwea ar gwial en-dro da stern ar c’hevell.

Bilzig eta ac’h ê, pep sul, da redek ar c’hoajou.

Eur zulvez, en fe, sul a-rôk pardon ar Jaou, en miz gwengolo, e oa aet gant Yannig, Madelen ha Katellig, da Goad-ar-Jaou, da glask beüt ha da graon-kelvea. Leun o godellou a graon-kelve, du o muzellou gant ar mouar, kavet gante eur guchennad vat a veüt, skuiz ar vugale, hag int, evit en em ziskuiza ha debri o merenn, a falveas d’ê mont betek chapel ar Jaou.

Ar chapel a oa bet savet war c’houre ar run en kenver kastell bras Trémedern, diazeet war ar run all. Ar saon [1], eur saon doun o zispartie : en he c’hreiz, a-dreuz ar prajeier, eur wazennig dour beo ha seder a virbille, a c’hoarie gant ar yeot glas, gant an ozil, ar sekrep hag ar gwial, en disheol ar gwe pupli, ar gwern, an haleg hag ar c’helve, dindan kroz an avel en deliou, adalek Kergoualc’h betek Mengi hag ar Vouilhenn.

Ar vugale, gante pignet gra an ale fô, skuiz, a azeas war ar voger a ra tro ar zavenn war behini eo savet ar chapel. Bilzig, evit o diskuiza, a dorre d’ê kraon-kelve da zebri gant o bara, hag a gontas d’ê ar c’hôjou an nevoa klevet diwar-benn ar chapel e-pad ar goanv-noz.

— Gwechall, emean — pell, pell zo abaoe — Lokiregiz pa ’c’h ênt da Lanmeur pe da Vontroulez, abret eus ar beure, pa dremenent dindan ar chapel, a vije alïes spontet o welet prosesionou kaer meurbed o pignat gant ar vali, prosesionou tud varo.

— Kont d’emp eur gôz, Bilzig, unan vrao.

— Kôz chapel ar Jaou ?

— Ya, ya.

— Ma ! selaouit… Gwechall-goz, pell zo abaoe, e oa eur c’hastell kaer ha krenv meurbed war beg Kleger Tremedern, kaeroc’h ha brasoc’h kalz eget an hini a welet dirakoc’h. D’ar c’houlz-ze eta, Otrou koz Tremedern an nevoa daou vab. An hini yaouanka a falveas d’ean mont da vale bro ; goulenn a eure e ôtre digant e dad. Aet en e hent an den yaouank. Betek pelec’h ez eo bet ? n’ouzon ket. Ar pez a zo gwir, pell-pell eo bet aet, ken pell ken n’an neus ket bet klevet hano anean e-pad n’ouzon ket ped vlâ.

« Petra a oa bet c’hoarveet gantan ?… Dek, pemzek, ugent vlâ, ouspenn marteze, abaoe m’an nevoa kuitaet ar c’hastell. Ha kelou ebet anean. Maro e dad, maro e vamm, dimeet e vreur henan. Ankouaet ar breur yaouank…

« Eun devez ma oa ôtrou Tremedern o chaseal e-lec’h ma ’c’h omp breman azeet, en em gavas gantan eur marc’heg, kleze eus e goste, goaf en e zorn, tok-houarn war e benn, skoued stag ouz dipr ar marc’h. Ar marc’h hag ar mestr leun a boultrenn, treut o daou… ha skuiz… Souezet bras an ôtrou.

« — Piou an neus d’ec’h-c’houi roet ôtre da zont war va douarou ?

« — Piou ? eme ar marc’heg. Me.

« — C’houi ?

« — Ya, me.

« — Distagit ar chas war ar forean-man ! a gemennas an ôtrou d’e vitizien.

« Distaget ar chas. Iss, iss, kis, kis !… Hag ar chas a harze, a lamme en-dro d’ar marc’heg. Heman a grogas en e goaf : lac’het an neus eur c’hi.

« — Lac’ha va chas… war va douarou ! eme an ôtrou, droug ennan ken a verve. Lac’ha va c’hi !… Kleze e dorn, divrôad !…

« Tenna a eure e gleze ar marc’heg divrôad, met skuiz a oa hen hag e varc’h : n’int ket evit enebi. Divarc’het ar paour kêz.

« Otrou Tremedern a zilamm diwar e varc’h. E c’hlin war boull-kalon e enebour, dic’houina a eure e c’hourgleze. Ec’h ê d’hen sika d’ean en e c’houg, pa glevas anean :

« — O Doue, deut beteg aman !… beteg aman da vervel !… dirak ti va zad evel eun divrôad. Youl Doue ! youl Doue !

« Youc’hadenn Tremedern :

« — Ti ho tad ?… Piou oc’h ?

« — Me, ôtrou, me eo an eil vab Tremedern.

« — Savit prim, va breur, savit en ho sav ! eme ar breur henan.

« En em vriata a rejont en eur ouela.

« — Va breur ! va breur !…

« Dilezel ar chas hag ar chase, an daou vreur a zo aet d’ar c’hastell. Hag, evit delc’her dindan evor laouenedigez, joaüsted o anaoudegez, o deus grêt kompezi beg ar run-man, ha warni o deus diazeet ar chapel, chapel ar Jaou. »

— Piou an neus d’it-te, pôtr, disket an istor-ze ? eme an itron Tremedern, o tiskoach he fenn eus a-drek dor-dal ar chapel.

Deut e oa d’ar chapel evit he c’hempenn, he fenta ; he merc’h yaouank hag eur vatez a oa ganti.

— Deus aman, pôtr, deus aman !

Hag er chapel e tiskoueas d’ean eun daolenn hanter dislivet.

— Na gwelet a rez-te an daou varc’heg ? Sell oute o daou war ar c’hlazenn, an hini yaouank divarc’het, an henan o vont d’hen lac’ha… Setu int oc’h en em vriata. Ha sell er c’houign-man. War an daolenn-man, sell, pôtr, sell eus ar beleg a zo dirakout daoulinet. An den santel-ze ? An ôtrou Dom Mikêl an Nobletz, an diwea eus gouenn ôtrou yaouank Tremedern. Hennez eo, pôtrig, an hini a rê a-dreuz ar c’hoad, eus a Gergoualc’h d’ar chapel, ar prosesionou kaer a sponte Lokiregiz, pa ’c’h ênt abret eus ar beure da Lanmeur pe da Vontroulez… Ha breman, bugaligou, n’hoc’h eus-hu netra ken da ober ?…

— Nann, itron.

— Ma ! it er c’hoad da glask spouen d’in evit ober va garlanteziou, ha goude me a roio d’ec’h peb a dra vat da dafea goude o merenn.

Bilzig a glenkas e veüt hag e wial er porched.

— It gante ive, va merc’hig, da redek, da c’hoari er c’hoad… Ro da zorn d’ei, eme an itron da Vadelen.

Abaf ar vugale en kompagnunez dimezell ar c’hastell, dimezell Tremedern, eur bôtrezig strij. En fe, Katellig a oa eur bolez en kichen an dimezell, ha koulskoude o devoa ar memes oad.

— Ped vlâ ec’h eus-te, Katellig ?

Homan, e biz-yod ganti siket en he fri, gir ne ranne.

— Eiz vlâ, itron, eme Bilzig.

— Eiz vlâ. Yaouankoc’h eget va merc’h… It da redek er c’hoad, ha dastumet d’in spouen hag eur vleuennig bennak. Taolit evez d’ei, ha diwallit na errufe droug ganti.

— Oh ! ya, itron.

Hag ar vugale d’ar red d’an traon gant ar vali, hag en eur redadenn int bet diskennet er saon. Hag int o tibab spouen e-harz ar gwe fô.

Bilzig ha Yannig o daou a oa aet eun tammig pelloc’h da glask bleuniou, ha padal hag int o klevet eur griadenn.

— Bilzig ! Bilzig !

Ha Bilzig d’ar red.

— Petra a zo c’hoarveet ?

— An dimezell ! an dimezell !

— Petra ?

— Flemmet ! flemmet !

Hag ar bôtrezig, harp eus ar weenn, liou ar maro en he c’herc’hen, a ouele, he dorn klei ganti serret en he dorn dehou, ar gwad o tivera euz he biz-meud.

Gant ar wialenn a oa gantan en e zorn, Bilzig an neus furchet ar spouen, kavet an aer-wiber. Eun tôl gwialenn d’ei war he fenn, hag hi maro.

Bilzig, meur a wech, an nevoa bet gwelet pôtred flemmet pa dremenent lann Bennenez evit mont da besketa d’an Trêz-Gwenn : unan a zune ar gouli, unan all gant eun tamm neud-gouel a starde an ezel. Bilzig a zigoras e gontell, lemm evel eun aotenn. Moustra a eure war biz an dimezell, faoutet gantan ar gouli. Gwada a ra.

— ’Ouelet ket, dimezell, ’ouelet ket.

Stardet an neus d’ei he brec’h gant eun tamm neud-gouel en- dro d’he ilin. Denet, sunet an neus ar gouli evit chacha er-mêz ar bulum gant ar gwad… Koenvet eo ar biz hag an dorn.

— Kê, Madelen, da lavaret d’an itron dont aman huan ha buan !

Hag e-pad an amzer-ze, Bilzig a zune, a zune ar biz. P’he deus bet ar vamm gwelet he fôtrezig er stad-ze, darbet eo bet d’ei bea semplet.

— Petra, petra ’zo c’hoarveet ?…

— Flemmet eo bet, itron.

— Ho ! Jezuz ’ta va Doue ! Buan, buan eul louzaouer !… Kerz, pôtr…, red d’ar c’hastell !… Eur mevel buan da glask ar medesin, ha daou da zougen va bugelig beteg ar gêr.

Bilzig en eur redadenn ac’h ês d’ar c’hastell : grêt an neus e gefridi. Douget eo bet an dimezell d’ar c’hastell, lakaet en he gwele. Erru al louzaouer. Dispaket an dorn hag ar biz.

An itron a lavaras d’ean penôs Bilzig an nevoa ledanêt ar gouli, sunet ar gwad ha liammet d’ei he brec’h.

— Pelec’h eman ar gwaz-ze ? eme al louzaouer.

Bilzig gant an tri all a oa er-mêz, er porz, o c’hortoz, a-rôk mont d’ar gêr, goût an doare. Klasket ha kavet eo bet Bilzig.

— Te eo ar pôtr ac’h eus digoret ar gouli, sunet ar gwad ha liammet ar brec’h-ze ?

— Ya, ya, eme Bilzig, — aon d’ean, ken a grene, dirag ar bugelig ken gwenn ha linseliou he gwele : aon d’ean ? marteze, marteze… ive dirag an den koz barvek — Ya, ya, me, eo, ôtrou, me…

— En gwirione — hag e zorn a oa war benn ar pôtr — heman eo an hini an neus savetaet buhe ho merc’h, itron. Anez han… Sunet an neus ar bulum. Gwelet : an dorn ne goenv ken, ar vrec’h eus an ilin beteg ar skoa a zo digoenv… A-benn eun nebeud devejou, ho merc’h, itron, a vo yac’h-pesk.

Bilzig, pa glevas kement-se, a ziskennas eus ar gambr, ha gant e vreur hag e c’hoarezed, hag hen d’ar chapel da gemer e veüt hag e wial.

— Arabad eo koll an nord, a lavarfe Saïg ! eme Bilzig d’ean e-unan en eur vousc’hoarzin. Koll ar beüt !

Erru an abardae. Izabel er gêr inouet he-unan a jale, nec’het.

— Pelec’h eo chomet ar vugale ?… Petra a zo c’hoarveet gante ?

Pa errujont er gêr, noz tenval anei, skandalet Bilzig, skandalet Madelen.

— Na pelec’h oc’h bet daleet ?… hag abalamour da betra ?… Noz eo ha pell zo… C’houi ’oar ervad koulskoude penôs ne garan ket ho kwelet o redek, pa ve deut an noz.

Madelen he deus kontet d’he mamm an doare penn-da-benn.

Debret o c’hoan gant ar vugale, skuiz, ezomm ebet d’o luskellat.

Antronoz vintin, da bemp heur, Bilzig a oa war ar bale : ar Gwennili ac’h ê er-mêz da c’houec’h heur. Izabel he deus tommei d’ean e zijuni, siket d’ean en e zac’h eur skolpennad bara hei hag eun tamm kig-sall. Ha Bilzig ha d’ar red d’ar porz. War flot e oa c’hoaz ar vag vihan, hag hen en bourz ar Gwennili, ha da zisplega ar gouel bras, ar gouel stê, da lakaat ar fok war ar bopre. N’eus ket a zour el luseo, eun tôl skubellenn d’ar pont ha d’an tilher.

— Errufont pa garfont Saïg hag an daou vartolod, pep tra en urz !…

Ar Gwennili, hou !…

Saïg hag an daou vartolod a zo war ar chaoser. Bilzig a lamm er vag vihan : eur boleadenn.

— Prest, pôtr ? eme Saïg.

— Prest.

— His ar gouel bras… largez tout… His ar fok !… Aet ar Gwennili da besketa.


————
  1. Saon, vallon.