Nomenoe oe/Eizvet arvest
Da hanternoz, dirak ostaleri « an Trilonk ».
Oe !
Piou an istrogell a zo en traoñ, o hopal : oe ?
Oe ! Oe !… Digor ’ vo, pe ne vo ket ? (Skei a ra war an nor.)
Archer pe lakepod ?
Nomenoe.
Kae e-biou gant da hent, Nomenoe hag all. Leun eo an ostaleri ha n’eus kambr ebet mui. (Nomenoe a sko war an nor.)
Digor a c’houlennan. (Mestr an Ti, eur penn-baz en e zourn, a zeu da zigeri.)
Digeri a ran an nor, nemet ker e kousto d’it da abadenn gousk.
Petra ’ c’hoarvez ganit dont da zihuni ar gristenien d’ar mare-mañ eus an noz ?
Digor frankoc’h dor da di. (mestr an ti a glask skei gant e vaz. Gant e gleze, nomenoe a drouc’h d’ezañ e vaz, e harz e zourn.) Kerse a vefe ganin mougna eur Breizad e Breiz.
Deuit tre, deuit tre, gant aon e pakot yenijenn !
Atchoum !
Deuit tre, deuit buan ! Siferni a rit gant freskadurez an noz.
Ma sifernan, gant poultrenn an ti an hini eo. Lez digor an nor.
Digor pe demzigor ?
Digor frank , e lavaran d’it… Daoust hag ez eus en ti peadra da zibri ?
Feiz, nann ’vat, va den. N’eus tra ebet en ti. Nag eur vruzunenn vara nag eun drailhenn gig.
Ti an degemer mat, va den, rak n’eus ken a voued henoz en ti : soudarded Nomenoe o deus skarzet piz an doailh hag ar bailh.
Goude ar fest hag ar cher vat a zo bet amañ henoz, ne chom ket zoken eun dilerc’h da dalvezout eur begad ?
Begad ebet, siouaz d’eoc’h !
Ya, siouaz d’imp ! rak ar c’hounidegez goude ar pred a gouez dalc’hmat e godell an ostiz.
Gounidegez ? Siouaz d’in ! Debret hag evet o deus ar soudarded. Debret e-leiz o c’horf hag evet e-leiz o geol, ha m’em bije kredet goulenn diganto eur bennoz Doue evit va faemant, em bije sur resevet va lod eus ar fest ; nemet fest ar vaz e vije bet.
Te ’ zo teo, n’out ket ?
Evelato…
Petra ’ vank d’it c’hoaz ?
Gwelout a ran e kouskez en iliz epad ar sermoniou, panevet-se ez pije gouezet, mar deo kemer hep paea, pa vez ret, evit debri, eur pec’hed, hervez lezenn an dud, n’eo ket eur pec’hed hervez lezenn Doue… Hag ouspenn, paeet out bet ; n’out ket ? Hag e klemmuskez ?
Paeet ? Gwerc’hez Vari !… Paeet ?… Me garfe, ya !
Kent e oas Gall, bremañ out Breizad. Kent e oas sklav ha kouer vil, hag out nobl hiviziken. Setu aze madou burzudus. Ha piou en deus gounezet ar madou-se ? Daoust hag out bet e kompezenn Ballon ? Daoust hag out bet mac’hagnet ha toullgofet ?…
O ! Itron Varia !…
Te a zo chomet teo ha livrin. Hogen, ar re o deus gouzañvet naon ha sec’hed, gloaz ha skuizder, daoust ha paeet int bet ? Hag e varc’hatez d’ezo an aluzen ?
O ! ne ran ket ; ne ran ket…
Hag ar re a zo marvet evit ar Vro, daoust ha paeet e vint eur wech bennak ? Bez disoursi, avat ; ar re-se a zo divlaz boued an douar d’o staon ha ne deuint ket da doull da zor da c’houlenn ganit o faeamant. Nemet ar Vretoned a chom beo o deus sec’hed ha naon. Kompren a rez ? (Teurel a ra e gleze noaz war an daol, mestr an ti a sell gant spont ouz ar c’hleze.) Ar ber-se a ra aon d’it ?
Va c’hleze-me a vez atao digouhin, nemet gouhinet e vefe e kof ar C’hallaoued.
Brrr !… O ! divemor ac’hanoun. Dont a ra soñj d’in bremañ ez eus war ar strilh eun anduilhenn boaz.
Mar deo poazet ez eo arboellet.
Arboellet e oa evit va mab Izidor a zo aet da c’hoari brezelekaat gant eun Nomenoe. N’eus forz ; boulc’hit anezi hep damant d’ezi hag hep damant d’ezañ. Izidor en eur vont d’ar brezel, beure mat, ha kousket an holl en ti, a zistribilhas kement anduilhenn a oa ouz ur c’hrog. Sachit warni ’ta ; Izidor en deus bet e lod.
Gwall geuz en do d’ezi marteze, ma o c’hare kement.
M’en do keuz, neuze n’eo ket bet lazet ? Soñjal a raen e vije deut en-dro va mab Izidor da zibri anduilhennou all. Difounn el labour, difounn en emgann, Izidor n’en deus roet lamm da C’hall ebet, ha kredi a rafen kentoc’h ez eo aet da jistra dre ar vro. Ken da se e teuy ar gazeg c’hell diampech en-dro.
Ha ken da se eo bet lazet ar Vretoned all ? Bez dinec’h avat : Izidor a zo beo pesk, evitañ da veza gloazet. Ar gazeg Fanni an hini a zo marvet.
Mestr an ti, Izidor a zo bet kalonek.
Izidor, kalonek ? Eur burzud ! Ha c’houi a anavez anezañ, pa lavarit d’in e ano hag ano ar gazeg c’hell ?
Dre c’houez saourus an anduilhenn-mañ ec’h anavezan anezañ.
Gwir eo, n’eus ket er vro, dek leo tro war dro, eun ti hag eur vaouez par d’am gwreg da c’houzout an tu d’ober anduilhennou ken saourus. Ha c’houi neuze hoc’h eus sikouret Izidor da zibri an anduilhennou all, pa anavezit o blaz ?… Plijadur a ra d’in gouzout n’int ket aet e kof al lankidi.
Klev, mestr an ti. Kreisteiz e oa pe wardro ; naon am boa kement hag henoz ha gwall domm e oa an abadenn. Gallaoued a gleiz, Gallaoued a zehou, Gallaoued dirazomp… Hini ebet a-dreñv. Izidor a oa em c’hichen. Hor bouc’hili a c’hoarie hag ar C’hallaoued a goueze, faoutet o fenn pe dic’houget ha flastret kerkent gant hern ar c’hezeg…
Gant Fanni marteze ?… Eur gazeg ken sioul !
Eur c’hrogad start, m’hel lavar d’it. Hep tamm e oamp abaoe peder eur war-n ugent, ha nebeut ha nebeut e skoas hor bouc’hili goustadikoc’h. « Lamm d’ezo ! a hopas d’in Izidor. » Rei lamm hep dibri tamm a zo diaes moarvat. « Lamm d’ar c’hagn ! » a hopas adarre Izidor. Hag e tennas eus e roched eun anduilhenn en he fez. « Dal ! emezañ, an anduilhenn-mañ a zegaso nerz d’it. » Hag e gwirionez e teuas d’in nerz nevez. Hor bouc’hili a skoas, a drouc’has, a zic’hougas hag ar viktor, goude an drailh, a chomas a du ganimp… O ! Brao e oa gwelout ac’hanomp, war varc’h, eun anduilhenn en eun dourn hag eur vouc’hal en eun dourn all…
Mat e oant, n’eo ket gwir ?
N’eo ket mat : dreist e oant ; ha m’hen tou ruz, talvezet o deus d’ar vro. Panevet da anduilhennou ne vije ket bet c’hoaz echu ar brezel.
Gwerc’hez Vari ! Va anduilhennou o deus gounezet ar brezel ha savetaet ar vro ? Biskoaz kement all.
Ya ! O deus savetaet Breiz. Paneveto e vijemp bet semplet, mil bell ’ oa, gant an disvoued, ha foutu ar vro.
Hag hen maro e vije bet foutu ar vro ?… Ne gomprenan ket gwall vat.
Va mab Izidor kabiten ?… Ha me a lavare n’en dije graet netra vat en e vuhez ? Kabiten ?… Ha pegeit amzer e chomo kabiten ?
Keit ha ma karo.
Emañ savetaet va mab. Kabiten keit ha ma karo !… Eur vicher da zegas avi da veur a julod. Ha gant piou eta bet anvet kabiten ?
Ganin-me.
Ha piou oc’h neuze ?
Nomenoe e vez graet ac’hanoun.
Allas ! allas ! ha me a grede d’in e oa anvet Izidor kabiten, ha me a chome amañ da selaou an den-mañ a zo kollet gantañ moarvat ar peurrest eus e skiant vat… Ha me a zo bet diot awalc’h evit kredi eo bet gounezet ar brezel dre berz va anduilhennou… (Da nomenoe) Ha pelec’h eta emañ bremañ Izidor pa n’emañ ket c’hoaz dizro ?
War hent ar gêr emañ, ha, ma n’emañ ket c’hoaz dizro eo abalamour ez eo skuisoc’h eget ar soudarded all.
War droad evel e vestr, p’eo bet lazet Fanni.
Allas ! avañset kaer beza kabiten p’eo bet lazet Fanni. Eur gazeg ken reiz ha ken flour he blevenn. Ha n’eus bet roet kazeg all ebet d’ezañ en he lec’h ? Va Fanni gaez !
Ouspenn eur perc’henn en deus kollet e jao, en deveziou-mañ, hag ouspenn eur paotr ampart a zo henoz maro en e groc’hen ha bez kristen ebet da virout ouz bleiz hag ouz bran… Dal ! (Rei a ra da vestr an ti an anduilhenn hanter zrebet.)
N’eo ket mat ?
Arboell an hanter all evit da vab Izidor.
O !
Evit ar c’habiten. Azeza a ran war an oaled, ha te, lamm en da wele da ankounac’haat da glac’har en da gousk.
Avel a c’houez dre doull an nor, va den, hag e skourno an oaled.
Ma c’houez an avel, ne varvo ket an tan.
Eur gwele kalet a vezo korn an oaled.
Blot n’int ket ; nemet leun int… Evelato, mar doc’'h kabiten evel Izidor…
…Lez ar soudarded d’ober korfad kousk. (Azeza a ra e kougn an oaled.) Tan ! tan ! dir ha dir !
Aon am eus ouz an den-mañ. N’emañ ket gantañ, moarvat, e holl skiant vat. (Da nomenoe) El laez… er grignol, n’eus ket a soudarded ; nemet eur foeter-hent gourvezet war eur c’holc’hed pell, ledan awalc’h evit daou.
Mat ! pignat a ran da c’hrignol ar foeterien-hent.
Nozvez vat ! Evit netra ha gant joa e roan d’eoc’h lojeiz.
Ha ro degemer mat d’ar brezelour — soudard pe gabiten — a zeuio araok an deiz da c’houlenn lojeiz diganit.
Ne chom ket zoken eun hanter golc’hedad pell da rei d’ezañ da c’hourvez.
Te a raio d’ezañ gwele mestr an ti. Ha ma lavar d’it : me eo Nomenoe, kred anezañ ha tomm d’ezañ eur mell skudellad flip, rak Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. (Pignat a ra. mestr an ti a ya da serri an nor.) Mezo out pe divemor ? Ha n’em eus ket lavaret d’it lezel digor frank an nor ? Aon ac’h eus ouz ar bleizi ?
N’eus ket bleizi all er vro. Ar C’hallaoued a zo bet lazet betek an hini diweza. Ma krenez gant aon ouz an anaon, lak va c’hleze a dreuz toull an nor. (Rei a ra d’ezañ e gleze. Kerzout a ra d’al laez.)
Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. Va mab Izidor en deus argadet ; Izidor a zo kabiten… Ha me a zo tad da Izidor. Mar deo hemañ marteze an Nomenoe gwir, ni a zo ivez Nomenoeiou… (E toull an nor da dasmantou an noz) : Tostait holl, digor frank eo an nor… Deuit tre, deuit tre, deuit tre… Bleiz ouz ber ; Gall ouz krog ha Breiziz ouz taol !… Me ’ zo tad da Izidor !… Me ’ zo ivez eun Nomenoe… Ha ne deuy enebour ebet en tu-mañ d’ar c’hleze-se… hini ebet, na bleiz, na Gall.
(Lien.)