Mont d’an endalc’had

Nik ha Seven (Ar Prad)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Nik ha Seven.

Moullerez Ar Bobl, 1914  (p. 76-83)



NIK HA SEVEN [1]


————


En amzer ma teue aliez Jezuz hag e Vamm zantel da ober troiou bale er vro-ma, e veve daou zijentil yaouank, Nik ha Seven.

Nik a oa krog en e c’houezek vloaz ; ha Seven ne oa c’hoas nemet pevarzek.

Seven a garie an Aotrou Doue hag ar beorien a zo bugale muia karet an Aotrou. Ne jome ket pell e wenneien en e c’hodel. Nik avad na roe da bep-hini nemet ar pez a ranke, ha marc’hata a rea c’hoas zoken.

O zad a oa êt diganto, hag o mamm a zonjas kas anezo da flec’h (floc’hed) da di o eontr a oa o chom e pell bro. Eun devez eta, e roas bep a vantel vouk (glas), bep a yalc’hadig vat, ha bep a loan kezek d’ezo, hag an daou vugel da vont laouen o c’halon da welet broiou nevez.

Hogen en eur c’hroaz hent, eur vintinvez, e welchont. en he c’hoazez etal eur groaz, eur vaouez keaz kuzet he fenn ganti en he zavancher. Seven a reas d’e varc’h. chom a zao, hag hen goulen digant ar baourez petra rea d’ezhi beza o lenva. Hi a lavaras oc’h hirvoudi :

— Maro eo va mab diganen ! Ha brema eo red d’in mont da glask va zammik bara !

Seven a oe mantret ; mes Nik, eat eun tammik larkoc’h, a hopas gwap warnan :

— Ha kredi a ri ar pez a glevi gant kement klufan a gavi ? Huanadou ar wrac’h-se a zo eur griped da gaout da yalc’h diganez.

— Va breur, ro peoc’h, en han’ Doue ! Da gomzou c’houero a ra d’ezi gousla muioc’h-mui.

Hag hen o rei e yalc’h d’ar wreg paour :

— Dalit ; ne hellan rei nemet an dra-ma d’eoc’h, mes pedi a rin Doue ma blijo gantan skuilh eur beradig gliz bennak war ho kalon.

Ar baourez a gemeras ar yalc’h o lavarout :

— P’eo gwir hoc’h eus bet ar vadelez da rei d’in ar pez ho poa, kemerit ar graouen-ma a zo enni eur wespeden great he flem gant dir.

Seven a gemeras ar graouen, hag e vreur hag hen a yeas gant o hent adarre.

Digouezout a rechont abenn eur pennadik e-kichen eur c’hoat. Er c’hoat-se, eur bugelig noas-pilh a glaske eun dra bennak, mêl marteze, e toullou ar gwez, ha kana a rea war eun ton ken klemmus ha gousperou an Anaon :

— Riou (anoued) am beus !

Seven a lavaras d’e vreur :

— Jezuz ! Nik, nag ar paourkeaz bihan-se a c’houzanv gant an avel yen !

— Rividik eo eta ! Me ne gavan ket an avel tamm yen ebet.

— N’eo ket dies d’it. Te a zo gwisket mat, e leac’h hen, n’eus nemet an ear en dro d’ezan.

Hag hen ha chom a zav, gervel ar paotrig, ha goulen outan petra ’rea.

— Me zo o klask an nadoziou-aer a zo kuzet er gwez, eme ar bugel.

— Ha petra ’ri ganto ?

— P’am bezo kavet kals, me a yelo da werza anezo, ha me a breno dilhad a roio tom d’in.

— Ha kavet e teus ?

— Unan hebken. Er gaoued broen-ma ema. Sellit, Aotrou.

— Ma, eme Zeven, kemer a ran kaoued hag all. Dal va mantel vouk, paour keazik, da gaout tom d’az izili.

Hag an daou vreur gant o hent adarre. Seven en doa riou da genta ; mes tremenet ar c’hoat ganto, an avel a davas, ar c’houmoul a zispakas, hag eur wazien heol a baras.

E oant neuze tostik ouz eur prad glas. Er prad-se ez oa eur feunteun hag, azezet etal ar feunteun, e oa eun den koz. Eur val a oa gantan war e skoaz ha seblant skwiz a oa war e zrem. Pa welas an daou zen yaouank, e c’halvas anezo gant eur vouez truezus. Ha Seven da dostaat outan.

— Petra ’peus c’hoant, tad koz ? emezan.

— Allas ! Aotrouien, gwelet a rit peger gwenn eo va bleo ha peger roufennet eo va zal ! Kabac’h oun deuet da veza, ha va divesker o deus beac’h o tougen ac’hanon. Red e vezo d’in mervel ama, nemet gwerza a rafe unan ac’hanoc’h e varc’h d’in.

— Gwerza eul loan d’it, klasker bara ! eme Nik gant dismegans. Ha paet e vezo ?

— Gwelet a rit ar vezen-ma. Enni ez eus eur giniden hag a oar ober gwiad krenvoc’h eget an dir. Evit eul loan ho pezo anezi.

Ha Nik o tirolla da c’hoarzin. Seven avat a lavaras gant dousder :

— Me a ro va loan d’eoc’h, va den mat ; n’eo ket abalamour d’ar giniden, mes abalamour ho peus poan.

— Bennoz Doue d’eoc’h ! Aotrou.

Hag an den koz a zav war ar marc’h hag a gerz seder.

Nik na oe ket evit mirout da lavaret traou d’e vreur :

— Genaouek emezan. Mez a dlefez da gaout ! Te a vezo reuzeudik da stad brema ! Sonjal a reez marteze am biche daouhanteret va zraou ganez ? O tra ! ne vezo ket ar stal egiz-se !… Skiant prena, skiant gwella ! Te a zesko diwar da goust beza furoc’h hiviziken.

— Na oa ket bet morse em zonj, eme Zeven, kaout lod eus ar pez a zo d’it, Nik. Kea eta. Me a yelo ivez.

Nik a dec’has, lorc’h ennan war gein e varc’h. E vreur a gerze war e droad war e lerc’h hep rebech seurt d’ezan.

Digouezout a rechont e giz-se war eur streat (garden) stris, gwasket e pep tu gant eur menez. Ar streat-se a oa e hano ar streat villiget, rag en he c’hichen a veve eur rounfl hag a bake atao (dalc’hmad) an dud pa gleve anezo o tremen. Dall e oa, seizet ivez, mes ken tano e oa e ziouskouarn ma ouie pe da vare e teue eur vuzugen eus an douar. Da vevelien gantan e oa daou erer don a niche war e gomz da dapout nep piou bennak a yea gant ar streat.

Nik na ouie seurt, hag hen gant e varc’h dre ar streat.

— Va chas mat, eme ar rounfl, it da gerc’hat an tremeniad-ze d’am lein d’in.

Hag an daou lapous da vont gant herr e-giz eur boled. Hag int kemer Nik ha kas anezan d’ar rounfl.

Seven a zigoueze d’an ampoent e penn an hent stri. Gwelet a eure e vreur o vont gant an daou erer. Hag hen koueza war bennou e zaoulin :

— Aotrou Doue holl-c’halloudek, emezan, saveteit Nik va breur !

— N’ez ket da zirenka Doue gant eun dra ken dister, eme eur vouezig flour en e gichen.

Ha Seven trei e benn, na welas gour.

— Piou eta a zo o kaozeal ? emezan. Peleac’h emaoc’h ?

— E godel da chupen, eme an teir vouez.

Hag an den yaouank klask en e c’hodel, ha tenna er meaz ar graouen, ar gaoued hag ar vezen. E pep hini anezo, c’houi a oar, e oa eur loenig bihan.

Ha Seven d’ezo :

— C’houi eta eo a fell d’eoc’h savetei Nik ?

— Ya, emezint.

— Ha penaos, va netraïgou ?

— Digor warnomp hag e weli.

Hag ar giniden steui eur wiad kalet evel an dir ; hag hi sevel war gein an nadoz-aer a zougas anezi en ear : eur skeul a wias ; Seven a bignas gant ar skeul vurzudus, ar wespeden o nijal dirazan, ken e tigouezchont e ti ar rounfl.

Ar rounfl dall ha seizet a oa en e goaze war al leur-zi. Bralla a rea e gorf o kana :

Me a gar kik al Leonard
Maget druz-druz gant fars ha lard ;
Re Dreger a zo mat o blaz,
Blaz krampouez fritet ha leaz glaz ;
Mes re Wened ha re Gemper,
Foei !…………………………

Hag o lavarout ar zen-se, e renke pastellou kig moc’h da boaza Nik. Henma a oa e-harz e dreid, ereet e zivesker (diouhar) hag e zivreac’h egiz eur penn-yer da lakaat ouz ar ber. An daou erer a oa eno ivez : unan o tresa ar ber hag egile o c’houeza tan.

Trouz ar rounfl o kana a viras outan da glevet Seven hag e deir vignounez. An daou erer avat a oa o vont da blanta o skilfou e Seven, mes dallet e oent gant flem dir ar wespeden. Houma a nijas etresek ar rounfl a oa bet dihunet eus e hunvre gant skrijadennou e zaou vevel, hag hi a skei warnan. Ar giniden a zeuas hag a dapas anezan en he gwiad dir. Gervel e zaou vevel a reas ar rounfl ; ar re-ma a ziredas, n’eo ket d’e zifenn mes d’e zispenn. Dibri a rechont ar rounfl a dreuz d’ar wiad dir, hag e krevchont : kik rounfl a laz.

Ha Seven da ziliamma e vreur ha da bokat d’ezan. Great e labour gantan, ez ejont er meaz. An nadoz-aer hag ar wespeden a oa eno, sterniet ouz ar gaoued, a oa brema eur wetur gant ar graouen hag ar vezen da roujou. Hag int lavaret d’an daou vreur mont er wetur. Ar giniden a grogas er zugellou. Ha yao ! ker buhan hag avel. Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar baotred yaouank. An daou vreur a gavas eno o loaned a zeblante beza ouz o gortoz. Ouz dibr marc’h Seven e oa yalc’h henma hag e vantel, mes ar yalc’h a oa teurennek hag ar vantel goloet gant perlez aour.

Sebezet, na petra ’ta ? Seven a droas war-zu ar wetur da c’houlen digant e loenedigou petra oa an dra-ze. Ar wetur ne oa ken eno, hag e leac’h ar wespeden, an nadoz aer hag ar giniden, ez oa tri eal lugernus.

Hag an daou vreur koueza war bennou o daoulin. Neuze, eun eal, an hini kaera ha gwisket ar splana, a lavaras da Zeven :

— N’az pez aoun ebet, te hag a zo mat da galon ; rag ar vaouez, ar bugel, an den koz e teuz great vad d’ezo a oa ar Werc’hez Vari, ar Mabig Jezuz ha sant Jozef. Ni a zo bet roet d’it da gas da veaj da benn. Brema pa’z out digouezet, ni a ya en dro d’ar Baradoz. Kenavezo !

Hag hen da Nik :

— Bez sonj eus ar pez az peus gwelet ! Gra vad d’ar paour.

Hag an tri eal digeri o diouaskel ha nijal kwit o kana an Alleluia.


————
  1. Skrivet gant Yann ar Floc’h (Notenn gant Wikimammenn)