Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Diazezet war ar roc’h, leun a zero uhel ?
Ar c’hantvejou koumoulus, ’vel bandennou brini,
Hep he diskara nepred, o deus nijet dreist-hi.
Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h ma chom beo atao, en despet d’an avel,
Kredennou sakr ha pouezus oberourien hor bro,
’Vel pa vent korvigellet ouz griziou an dero ?
Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h ma kân c’hoaz hizio ar barz a vouez uhel,
Gant telen ha biniou, evel en amzer goz,
Koulz ha ma ra en nenvou elez ar baradoz.
Hag anout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h eus eur yez ken koz, ken kaer, ken divarvel,
Bet komzet gant hon Tadou ouspen daou ’vil bloaz ’zo,
Ar Brezoneg a garomp hag a virimp atao ?
Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h ma kaver ken stank labour flour ar gizel,
E pep parrez, koulz laret, war vein an ilizou,
Er berejou, en henchou, war galz a galvariou ?
Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
A vir he gwiskamanchou hag he c’hiziou santel ?
Ar Vretoned a jomo bepred ar pez int bet,
Ar bobl ar c’haloneka a zo ebarz ar bed.
Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Hag a welas o c’henel enni tud a vrezel,
Brudet evel ma ’z eo bet Lez-Breiz ha Richemon,
Gwesklin, Arzur, Ponkalleg, Nomenoê, Klison ?
Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Hag he deus gwelet barzed evel ma ’z oa Luzel,
Taliezin ha Gwenc’hlan, Gwilhou, Brizeg, Milin,
Kervarker, Prou, Yann, Ar Skour, hep ankounât Marzin ?
Ha komz a rin-me brema eus sent koz Breiz-Izel,
A skignas dre ar vro-ma sklerder an Aviel :
Kaourintin, Pol-a-Leon, Brieg ha Gwenole,
Ha tostoc’h, Mikeal Nobletz, an Tad Maner ive ?
Nan, n’eo gwir ? netra na dalv ha netra na dalvo
Kornig douar hon Tadou, Breiz-Izel, hor Mamm-Vro !
Gened koz bepred nevez, da viken m’az karo,
Ha laouen me az meuio ken teui d’in ar maro.
Laromp eta, kenvroïz, laromp gant levenez,
N’eus ket e mesk ar broiou ken din a garantez.
E Breiz-Izel oun ganet, ganti oun het maget,
Hag enni eo, d’am maro, e vezin douaret.
Eno va c’housk a vezo gant va zad koz reisoc’h,
Eno me a c’hortozo deiz ar varn vras e peoc’h ;
Ha bemnoz, dre lanneier hag aochou Breiz-Izel,
Ene ar barz a gano c’hoaz meur a werz santel.
|