Nedelek Breiz
————
A greiz ma oan, zioul braz, o lenn,
Ma levr ganin war ma barlenn,
Set-hu ’m euz clewet, en noz don,
Kleier o son.
Kleier braz ha kleier bihan,
A lavare oll, dre o c’han :
« Dastum da levr ha sav buhan !
» Sav a les-se, deus war hon lerc’h
» A dreuz an noz, a dreuz an erc’h,
» Da gad an amzeriou da zond,
» Du-hond, du-hond !
» Achu e ar blaveziou kri ;
» An oabr ec’h a da digerri :
» Nedelek Breiz a zo arri !
» Vel mesaerien Galile,
» Sell, eman Breiziz war vale,
» Eur stereden o deuz gwelet
» Hag ec’h int et.
» Et int da c’heul ar c’houlaouen,
» Gant-he kezlo, kezlo laouen,
» Oa hadganet Spered ho Gouen !
» Ha set-hu perag omp o son,
» Kleier Treger, kleier Leon,
» Kleier Gwened, kleier Kernew…
» Zilew, Zilew !
» Nedelek Breiz a zo fenoz.
» Deus, hag e weli o repoz
» Breiz newe war daoulin Breiz coz ! »
⁂
Kleier, ma c’he gwir, mil bennoz !
|