Na gemerret ket martolodo
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Na Gemeret ket Martoloded.
Tudo iaouanc da dimezi,
Tosteit aman, m’ho kelennin.
Mar dimeet, ’vel ma leret,
N’ gemerret ket martoloded !
N’ gemerret ket martolodo,
Pe deuz a chagrin lod a pô.
Pa ve groeg ’l labourer ’n e guele,
Ve groeg ’r merdead war vale.
Na pa deu ’n awel da c’houezan,
’Teu he c’halonic da ranna ;
’Teu he c’halonic da ranna,
He goad ’n he goaziou da ienan.
Dont ’ra tamm ha tamm da doull ann nor ;
— « Oh ! gwassa bar tourmant a dior ! »
Ma vijenn perc’henn da bemp cant scoet,
Me a ouije piou da gemerred !
« Ma vijen perc’henn d’eun danve braz,
Neuze, ma mignon, me rafe ma choaz :
« Na me a choazfe mab an ti mad,
A ouije hac arad ha plommad ;
« A ouije hac arad ha plommad,
Ha ’bars en he graou ’vije zaout mad.
Guelet anezhan, ha noz ha de,
Ha cousket ganthan euz ma c’hoste.
Lec’h buhe ar paour-kès martolod
A ve noz ha de ’n peril ann od ;
A ve noz a de o torbilad,
War daou damm plankenn o ruskellad.
Intanvez Peutite. — Kerbors.