Eun noz war ma garrek e oan o tiskwizan,
Dinec’h hag evurus, vel ma ven peurvuian…
Sonjal a ren en Breiz hag en amzeriou gaer
Ma oa enni an holl digabestr, dibreder ;
Ma rene en pep lec’h ar peuc’h, al levenez,
Ar giziou mad ha fur hag ar gwir zantelez ;
Ha sonj an amzer-ze, tec’het vel eun hunvre,
A re d’in hirvoudi war stad ma Bro hirie…
Gwechall goz, emeon, e save ar Varzed
Evit difenn dalc’hmad Hermin ar Vretoned.
Pa felle d’ar Gall brein pe d’ar Zaozon treitour
Gwaska douar Arvor… Kerkent, vel eur gedour,
Vije gwelet peb Barz o krigi ’n e delen,
Hag o teurel dre-holl garm skiltr ar Stourmaden.
D’e vouez krenv ha nerzus ar Breizad a zave,
Hag ar Gall, hag ar Zaoz eus ar vro a dec’he…
Perak ive hirie na glever en hon Bro,
Pa ’z omp ken gwall-gaset, korn-boud ar brezello ?
Pegeit, o ma Doue, e vo c’hoaz Breiz-Izel,
Gwasket ha mastaret gant an estren diboel ?
Daoust hag en hon amzer n’eus ken ar memeus gwad
O virvi birvidik en kalon ar Breizad ?
Daoust hag aliou fur hon Barzed koz karet,
Vefe ganimp hirie dilezet, ankouaet ?
Ha mar ’man c’hoaz ennomp tân sakr o c’harante,
Perak na zav dre-holl Barzed ter eveltê ?
Ma hadkemero Breiz, gant he frankiz gwechall,
He nerz hag he brazder en touez ar poblou-all…
Setu ar sonjou kri ’deue war ma spered,
P’am eus klevet zouden eur vouez kaer, kaer meurbed
O tiston dudius war lein ar meneou,
Hag o tihun dre-holl hekleo braz ar c’hoajou…
Dre ma tride ganti ha lannek, ha traouien,
Am eus hec’h anveet evit mouez eun delen ;
Gwech he sone dispar, tener, karantezus,
Gwech he c’hleven ive evel eur galv skiltrus,
Ha ganti, tro ha tro, ma c’halon ’barz ma c’hreiz
A zave d’an Nenvou pe a zailhe vit Breiz !
— Mes da biou c’hall bezan an delen drant ha ter,
A zon ken frealzus war douar Kalanher ?
Piou gant e vizied a denn ouz he c’herden,
Ar beden galonek a glevan o tremen ?
Piou… ? — Mes te, o Roc’hlann, te ez eo ar Barz-ze,
Ha mouez kaer da delen eo a glevan du-ze…
Entanet on ganti, rak he c’hân zo kristen
Evel m’ eo ar bugel a chach war he c’herden…
Oh ! bez kristen eta, rak eur Barz n’an eo krenv
Nemed dre an ere ’zalc’h anezan d’an Nenv !
War ar vein-hir pell zo ez eo savet ar Groaz,
Ha dre ar Fe hepken ar Barz a vezo braz !
Gwenklan, ar Barz pagan, a zo eur skouer vad-tre,
Mes pell welloc’h ez eo Sant Weltaz, Sant Herve…
Heuilh bepred o roudou, mir ive an Envor
Dimeus ar garante o doa holl vit Arvor !
An hano-barz, mignon, a teus bet dibabet
A zo talvoudus dreist ; eveltan n’an eus ket !
Roc’hlann ! — Roc’h vel eur roch te a chomo dalc’hmad
Stard, stard en ez kreden, en kreden ar Breizad !
O Barz ! evit da Vreiz te a vezo garrek
Soun ha nerzus ’n ez sav evit ar Brezonek !
Ha gant aon na deufe trubarded d’az gwallan,
Teus laket d’ez tiwall eur gouriz ar gwellan ;
Lann ! — En dro d’it al lann gant pikou lem ha hir,
A rei eur gward enor, evel klezeier dir ;
Eneb d’eur seurt difenn netra na dalvezo,
Hag en despet d’an holl, da delen a gano !
Klevet e vo he mouez a dra zur, o mignon,
Tra ma kani warni gant fe grenv da galon,
Karante ar Werc’hez, da vam dous ha tener,
Ha hini da Zoue, da Grouer, da Zalver !
Klevet e vo he mouez gant ar gwir Vretoned,
A hirvoud c’hoaz hirie dindan ar C’hallaoued ;
Laret a refont holl, goneet evit mad :
— « N’an eo bet ar Breizad biskoaz trubard d’e wad,
Da vouez an telennou… War zao ! evit hon Bro,
Keit m’ he devo Barzed, Breiz-Izel na varvo ! »
|