Mont d’an endalc’had

Kroaz-al-Lannek

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 90-94)



KROAZ-AL-LANNEK


A-damdost da Bempoull, war douar Pleranek,
Dirak ar môr divent hag en kreiz eul lannek,
Pell ouz pep krouadur, tost d’an holl koulskoude,
Hec’h unan a-us da chapelig koant Perroz,
Eno, war ar mene,
E kaver eur Groaz koz.

Laket ez eo eno gant fe ar merdead,
Da vezan evitan eun difennourez vad,
Da diwall e lestrig eus an amzer garo,
Da frealzi ive e wreg, e vugale,
Ma kavfont en distro
Levenez a neve.

Ouz he zroad azeet, na kaeran da daolen
A zispaka neuze dirak lagad an den !

Dirakan, tro war dro, hirran ma c’hall gwelet,
Ar mor ken dudius a zeblant er pellder,
Ouz an oabl unanet
Gant e zae c’hlaz ha kaer.

Ouspenn dudi al lec’h, ar Groaz a zo brudet,
Daoust e ma ’z eo distro, hi zo darempredet ;
Oh ! nag a bedennou he c’hallfe disrenvel,
Pedennou truezus mesket gant an daerou,
Daerou gwreg ha bugel,
Poaniet o c’halonou…

Rak aman eo e teu da ze ar c’himiad kri,
Gwreg kez ar martolod, mantret, da hirvoudi ;
Beteg aman e teu, e teu da welet c’hoaz
Al lestr a gas gantan, du-hont d’ar moriou yen,
A gas gantan, siouaz !
He fried paour, he den…

Aman hec’h-unanig hag ouz ar Groaz harpet,
Tra ma vezo gwelet hi na gwitao ket,
Ha ken ma vo kuzet evit mad en dremwel,
War al lestrig dister he lagad a baro…
Pa vo kollet ar wel,
He daerou a ruilho !


Neuze d’ar Groaz karet e vo laret ar boan,
Enpad eiz mizez hir nag a nec’h, nag a doan !
Ped ha ped evelti a zo bet deut aman
Da rei, hep gouzout d’ê, d’ar bried a dec’he,
Ar c’himiad diwezan,
Rak hen na zistroe… !

Piou a laro d’ezi na vo ket he doare,
Evel kalz a re-all ken poanius marteze ?
Ha na deuï ket eun de ar môr-ze en kounar
Da lonka gant al lestr ar vartoloded kez,
En eur hada glac’har
En he zi, intanvez ?

Setu perak bemde, da c’hortoz an distro,
Ouz troad Kroaz al Lannek aman hi a deuïo,
Nan da glask al lestrig, mes da laret d’ar mor
Bezan madelezus ha digas c’hoaz d’ar ger,
Martolod an Arvor,
Ar paourkez pesketer…

Ha dre eur beden gaer, eur beden kalonek.
— Peden gwreg martolod, pa ouel dourek, dourek —
Ar plac’h a c’houlenno digant Mestr braz pep tra,
Rei enpad an-amzer da listri bihan Breiz,

Gant eur môr ar gwella,
Eun ezen flour ha reiz.

Ha da goulz an distro, pa deuïo miziou-du,
Pa gouezo an deliou, pa nijfont a bep tu,
En kichen ar Groaz koz, aliesoc’h neuze
E vo kavet ar plac’h — gedourez aketus —
O furchal adarre
An dremwel koumoulus…

Mar tigouez er pellder d’eun dra bennak para,
War an tol en he c’heiz he c’halon a lampa…
— « Ya, ya, setu ar wern… Anveet eo ganin !
» Deus buhan, deus buhan… Oh ! deus eta, lestrig,
Digas ma fried d’in,
Digas d’in ma Yannig ! »

Siouaz ! ma teu d’ar vro pep lestr nemed unan,
Ya, ma tizroont holl nemed hini he Yan,
E ve gwelet ar plac’h o vonet ankeniet
Hec’h-unan d’al lannek en eur guz he glac’har :
— He den n’eo ket kollet…
Distrei a reï, hep mar !

Na c’houllo ket kredi d’an neventi spontus,
O nan, n’hall ket bezan breman ken gwall-eürus ;

P’eman ar gwrage all en kreiz al levenez,
P’o deus holl hadkavet ar gwir evurusted,
Hi a vo intanvez,
Dilezet dre ar bed !

Ha koulskoude perak, perak c’hoantât en nac’h ?
Beuzet eo he fried en Island, paourkez plac’h ;
Na dalvezo ket d’ei hen gortoz el lannek…
… Skrivet e vo breman hano an dianket,
En bered Pleranek
En touez ar « Re-gollet ! »

Ha goude, d’ar zerr-noz, hi a deuïo bepred
Da welet c’hoaz ar Groaz, Kroaz an Intanvezed ;
Ha pa vo o tremen, an holl dud a laro,
O welet anezi hag en du, penn-da-benn,
E vo groet, barz ar vro
Eun intanvez ouspenn…

Eun intanvez ouspenn !… Hirvoud, anken, daero,
Stouet ouz troad ar Groaz, ar wreg paour a bedo…
Rak en kreiz an drubuilh, ar boan hag an enkrez,
Ar Groaz a-zo evit ar galon glac’haret,
Eur gwir Frealzerez…
— Deut d’ei, tudou mantret !