Mirakl an Hosti Sakr

Eus Wikimammenn
Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 19-20)


VIII


Mirakl an Hosti Sakr


Unan euz a dud difeiz Rimini, he hano Bonvillo, a ioa kaletoc’h eget ar re all. Burzud ar pesket n’en doa ket hen lakeat da jench kredenn ; enn esper zoken lakat Anton da goll ar brud vad en doa gounezet, e lavaraz dezhan evelhen : « Me gredo, emezhan d’ar zant, ema Jezus-Krist enn hosti konsakret, ma teu va loen, heb tamm abaoue tri devez, da lezel he gerc’h a gostez evit mont da zaoulina dirazhan. » Anton, spountet o klevet ar c’homzou heuzuz-ze, a roaz he assant evelato evit digeri he zaoulagad d’an den difeiz, ha d’an devez merket, e teuaz gant ar Zakramant santel, meulet ra vezo ! Bonvillo a deuaz ive gant he loen, hag a ginnigaz kerc’h dezhan. Neuze ar zant a c’halvaz al loen a vouez huel hag a ordrenaz dezhan adori he Grouer, kuzet enn hosti a zigasse dirazhan. Kerkent al loen a lez he gerc’h a gostez, a ia d’an daoulin, a stou he benn, hag a jomaz er stad-ze beteg ma z’eaz ar zant kuit gant ar Zakramant. Bonvillo a zigoraz he zaoulagad d’ar virionez, a reaz pinijenn hag a deuaz goude-ze da veza eur c’hristen mad. Sant Anton a reaz c’hoaz burzudou all evel hennez e Toulouz hag e Bourj[1]. Nebeut amzer goude e kavaz eun ampoezoun hag a ioa great da rei dezhan : her c’hemeret a reaz heb kaout drouk ebet.

  1. E Bourj ez euz brema c’hoaz eun iliz parrez, he hano Sant-Per-ar-Daillard, hag a zo bet savet evit derc’hel sonj euz ar burzud-ze.