Ar C’hourrier, 1897 (p. 20-22)
Goude beza great he droiou a Brovincial enn Emilii, enn Istrii, er Frioul hag er C’harnii, ar zant a erruaz e Padou. Er gear-ma ez oa freuz pell a ioa, mes ar zant a lakeaz, heb dale, ar peoc’h ennhi hag a gassaz kuit ar falz-kredennou a ioa o ren. Neuze e savaz breuriez santel ar C’holombinet evit tud ar gear-ze distroet ouz Doue.
Ar zant a ioa o chom e ti Tizon de Campo Gierspiero ; hema a ioa souezet maro o velet he zantelez. Eun devez pa edo o tremen dre gichenn kambr Anton, peger bras n’oue ket he eston ouz her guelet oc’h ebatal gant eur bugelik koant ha lugernuz meurbet ! Tizon a anavezaz oa hennez ar Mabik Jezus deut da ziskuiza ar zant enn he labouriou evit gloar Doue, ha da zigas dezhan var an douar-ma an tanva euz a joaiou ar baradoz.
Ar Mabik Jezus a ieaz kuit, ha sant Anton, en eur zont euz he gambr, o velet Tizon chomet ato sebezet gant ar pez en doa guelet, her pedaz da jom heb lavaret grik da zen, euz an dra-ze ; hag hema ne lavaraz netra ken n’a oue maro ar zant.
Er C’hastelnevez, e Limouzin, sant Anton en doa bet a benn da nevez an heur vad da velet ar Mabik Jezus.