- MEULEUDI DA EUR MIGNOUN
- DEIS E C’HOUEL
Goud ober vad ha plijadur,
N’euz netra guelloc’h, a dra zur,
Nan zur,
N’euz netra guelloc’h, a dra zur.
Vad a rez, plijadur ive,
Da biou ar maout nemet d’id-te,
E ve ?
Da biou ar maout nemet d’id-te ?
Guiska ’ rez kristenien Jesus,
Gant mezer tomm. mezer nerzus,
Padus,
Gant mezer tomm, mezer nerzus.
Ha da c’hriad ho guiskamant
Da nadoz a gav neud arc’hant,
Ker koant !
Da nadoz a gav neud arc’hant.
Ho guiska ’ rez ha d’ho maga
Den kouls ha te ne ro bara,
Nan da.
Den kouls ha te ne ro bara.
Goud leda mel var bara guen
A zo gounid ar gurunen,
A grenn,
A zo gounid ar gurunen.
Var bara guen an Aviel
Te a led ker flour eun tamm mel
Santel,
Te a led ker flour eun tamm mel.
Ma lavar kement a zelaou :
Biskoaz ne glevchomp ker kaër traou,
Heb gaou,
Biskoaz ne glevchomp ker kaër traou.
Gra vad, gra plijadur, bepred,
Hag e kavi ’r guir eurusded,
Va c’hred,
Hag e kavi ’r guir eürusded.
Meuleudi ’n dud, bennoz Doue
Hag ar barados da c’h-Ene,
Goude,
Hag ar barados da c’h-Ene.
Setu aze da gurunen,
Piou a gavo guelloc’h loden,
Biken ?
Piou a gavo guelloc’h loden ?
En Envou Doue da baeo
Hag oll, e Breis, ni da veulo,
Ato,
Hag oll, e Breis, ni da veulo.