Mont d’an endalc’had

Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/VII

Eus Wikimammenn


CHABISTR VII.
Demeus an dizoboissanç ha demeus ar boanniou.


Lavaret hon eus, hac e caràn en lavarat adare, e zeo ur maleur da gaout d’en em attaqi d’ar yalc’h pe d’an den, dre an amand hac ar prison, evit conteni ha punissa an neb n’o deus qet aoun da ober o frofit dïvar goust ar re-all. Ar boanniou o veza impuissant heb ar voralite, hon eus grêt galv d’an ompinion, pehini a ziscredit ar marc’hadour a drompl, hac a recompanç dre an istim ha dre ar gonfianç ar marc’hadour, an negociant a feiz vad. Ar revolutionou a alter ar voralen a gommerç ; ret eo e retablissa dre un evessa acqedus eus ar varc’hadourien pere, dre o micher, en em blaç dindan depandanç an oll. Mont a ràn eta da antreal en un detaill benac var anaoudeguez al lezennou a bunition en matier a boeziou hac a vuzuriou : bêr e vezin, rac dever al lezennou eo da stadudi var ar c’hâsiou a ziguez an aliessa ; an accidantou, an hazard, ar c’hâsiou dreist-ordinal, n’int qet matier ul lezen.

— Petra benac a lavarfec’h, Autrou, emeus aoun bras d'en em vrouilla o clasq laqat urz er châsiou differant-se eus a circonstançou.

— Ar reistet a sempla oll. Ne choulennàn diouz ho memor nemet rencamant pevar seurt goal-ober hac a zizoboissanç.

— An draze a eller da guenderc’hel.

— Cetu int amâ :

1°. Usach a faus poeziou ha muzuriou evit trompla ar prener ;

2°. Possession deus ar memes instrumantchou er vagasinou, staliou, atelierou, ties a gommerç, coc’hiou, foariou ha marc’hajou ;

3°. Implich poeziou pe muzuriou differant eus ar re etablisset dre a lezennou a rën ;

4°. Disoboissanç da arrêteou ar prefet, ordrenançou ar mêr ha reglemantchou an administration public, evit assuri goarantiach ar muzur hac ar poez.

Cetu eno, Autrou mêr, ar pez a dleit gouzout hep manq.

— Ha pere eo ar bunitionou da applica da behini demeus ar re a zisobois ?

O niveradur a zo meurbet simpl :

1°. Mar trompler ar prener : tri mis prison, d’an nebeuta ; ur bloa d'ar muia ; amand pehini na ell qet tremen ar c’hart demeus ar restitution ha dommach-interest, na beza dindan 50 fr. : confiscation eus a objedou an delit, ha distruch ar poeziou ha muzuriou faus. (Cod penal, art 423.)

Evit ar pez a c’hoarvez eus a brivation a action evit beza grêt usach eus a boeziou ha muzuriou differant eus ar re etablisset dre ar reglemantchou, ar barner a beoc’h a Lanneur en deus grêt dêc’h application an art. 424 demeus ar memes Cod : en em sicour, en em disfi, al lezen a brotejo ac’hanout.

2°. Ar bossession simpl eus ar memes instrumantchou a denn da un amand demeus a 11 da 15 franc. (art. 429, n°5.)

3°. O usach n’o deus qet a boanniou all.

— Mes, penos anavezout ar poeziou hac ar muzuriou differant eus ar re etablisset dre al lezennou en vigor ?

— Credi a ràn beza dija lavaret dêc’h, Autrou mêr, penos lealdet an instrumantchou-se a gonstater dré application ar mercou o deus grêt varne ar verificatourien en termennou fixet.

— Hac ar re a eneb ar reglamantchou jeneral ha d’an arrêteou, peseurt punitionou o deveus-int ?

— Un amand dister eus a 1 franc da 5, herves an art. 471 eus ar memes Cod, n° 15.

Ar menes poan a zo applicabl d’ar c’hâsiou all ; excepti a ràn ar fausseres hac usach ar mercou pe boençonou hac an applcation noazus demeus ar güir poençon : ar circonstanç-se a zo terrubl hac eurusamant rar. An articlou 142, 143, 163, ha 164 eus ar C’hod, (text nevez) a servicho dêc’h da reol evit constati ar c’hrim-se.

— Qementse a zeblant din simpl ha sclêr ; mes dre na ellan qet conta var va memor, na elfec’h-ü qet laqat se oll en urz var un tamic paper ?

Mestr Pierrès en em hastas da ober ar blijadur-se d’e vignon, [1] en eur ober dezàn remercout un annotation herves pehini e tleye, en e galite a vêr, delc’hel noten deus ar gondaonationou prononcet hed ar bloa ; rac, emezàn, diou gondaonation prononcet ebars ar bloa a brouv an ascouez, hac an ascouez a denn an amprisonamant. (art. 482 deus ar C’hod.) Goude beza trugareqêt mestr Pierrès, demeus e guelennadurezou util, ar mêr en pedas da explica dezàn ervad evit e reol, petra a ententet dre circonstançou attenuant. [2]

— Ar guestion a zo delicat, ha na elfen qet respont, ma n’em bije clêvet en debati gant speret.

— Guell dies eta e vez compren ze ?

— Ia, dies hep douet : un dra all eo anavezout ur feat materiel, constati ur muzur re vêr pe re hir, pe apprecia an intantion, an anaoudeguez güirion, ar volontez muioc’h pe nebeutoc’h caracteriset demeus an actionou tamallus. An intantion eo a ra ar c’hrim ; an drouc-ober involonter ha commetet hep intantion da noazout na ell qet beza en conscianç objet ur bunition. An eünder, ar speret vad, a zo ar güella hentcher da gonsulti en ho poursuou : ret eo gouzout distingui an accidant en deve fausset ar valanç, demeus a finesse ur marchadour da gombina ar voyenou da drompla.

— An traou-ze a zanter güelloch eguet na expliqer anezo.

— Ar respont a zo parfet ; ar gonscianç hepqen eo barner ar gonscianç, pa anavez an den ennàn sempldet an dén. Mes eurusamant e matier ar poeziou ha muzuriou, ne zeus ezom nemet daoulagad da velet ha daouarn evit touch ; a hend all, Autrou mêr, n’en em laqit biqen a uz al lezen pehini a lavar penos « ar c’hrimou hac an drouc-oberou na ellont beza excuzet, nac ar bunition doucêt, nemet er c’hâsiou hac er circonstançou pere a zisclêry ar feat excusabl pe a bermet applica dezi ur bunition nebeutoc’h rigorius. »

Evit feat moralite an actionou, d’ar barnerien eo, d’ar jureed eo da zecida. [3]

— Ar pez a lavarit a rafe din caout aoun ne zeus qet a justiç parfet.

— An hini hep muiqen pehini a ell lenn e fonç ar c’halonou, a ell recompansi ha punissa hervez an œuvrou ; en hepqen a ell renta ar justiç-se hanvet gant an den savant meurbet ur muzur muzuret. [4]

Mad en andret ar re fêpl, rigoriussoc’h evit ar re grén, cetu eno, Autrou mêr, qement a ell hor justiç humen, temperet dre ar rêson vad ; dre ar vijilanç eo, dreist oll, ec’h ampecher ar flaudeures hac ar gondaonationou ; evessait eta, en repeti a ràn, evit na vezo qet en ho commun ur poez hac ur poez ; beillit evit proteji eneb e sempldet e-unan ar maleurus pehini ne gred qet en em difen ; radeuyo ur justiç güirion da assuri en ho commun al lealdet en debit an oll varc’hadourez. N'en em lezit qet gounit dre ambition dirol ar varc’hadourien ; rac an ambition fall-se eo ar grizien demeus an oll fallentez a zivis an dud ; bezit crénvoc’h eguet an drouc, demeus a behini ho fermder a voezo chench en mad.



  1. Guelit er fin.
  2. Art. 536, Cod penal.
  3. Articl 96 ar C’hod penal.
  4. Mensura mensurata. Sant Thomas d’Aquin.