Mont d’an endalc’had

Merwel ’zo réd

Eus Wikimammenn


MERWEL ’ZO RÉD.


————


Eùn deiz merwell a vezò red,
Tremenn, kimiadin eùz ar bed ;
la, holl e varwfomb, a dra zur,
Paour, pinvidik, ha foll ha fur.

Perag krèna, perag gwela,
O sonjal en deiz diweza,
O kuitàd eur bed ’wit eùn all,
’Wit unan mad unan ’zò fall ? —

Ama ’ra rè dòm pé rè ièn,
Peb seurt drouk ’ra brezel d’ann dèn,
Ar c’horf ’zò brewet gant klénved,
Atao ’c’huanad ar speret.

 
Hag ann dud a zò peurvian
En em debrin en em waskan,
Gwassoc’h ’wit ar bleizdi er choad :
Nann ! ar bed-ma n’hen dé ket mad !

Nann, nann n’en eùz med ar ré-fall
A dlé krenan ò vont ’n eùn all,
Ha ’wit-hé heb kén ar Màrò
A vezò spontuz ha garò.

Na ouelet ket, na spontet ket,
’Wit ar Falc’her kòz da dònet,
Tud vad, gortoët-han heb doan,
Hennès a iac’haò peb poan ! —


*